Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
notennou diwar-benn ar gelted koz

azeze, da heul ar ouizieien, an uhelidi eus an eil renk hag an delennourien, ouz an daol diouz an tu kleiz, e rene warni ar penn-veles. Ouz taoliou bihan, diouz an tu ganto, e kemere lec’h an aremourien, ar c’hoved (gobannes), ar gouevrourien ha rummadou-all evel al louzaouerien, al lomaned, hag all.

Ar gov, anat d’eoc’h, a oa uhel e ano. Beza gov mat a oa eun enor hag eun dellid ouspenn. En eun danevell goz, Vergustus [1], brezelour brudet eus ar c’henta kantved kent pe goude H. S., pa fell d’ezañ diskouez e c’hell desevel ervat ar bugel Setantios, a zispleg e zonezonou hag a lavar, e-mesk traou-all : « Eur gov mat a zo ac’hanoun. »

Unan eus tri gov sant Padrig a oa mab da roue-meur Iwerzon. Ar c’hoved a dremene evit anaout mat a-walc’h ar breou. Eur bedenn, lakaet e gaou dindan ano sant Padrig, a c’houlenn skoazell Doue « ouz breou ar merc’hed, ar c’hoved hag an drouized, ouz kement skiant a goll ene mab-den. »

« Fri brichta ban ocus goband ocus druad,
« Fri cech fiss arachuiliu anmain duini.
 » [2].

Ar c’halvez (a oa anezañ, ouspenn, eur saver-tiez, o veza ma saved an tiez penn-da-benn gant prenn) n’oa ket disteroc’h e stad eget hini ar gov. Tud a ouenn roue a voe kilvizien. Dalc’het e oa bet koun eus ar gilvizien dispar o doa savet Tara, Emania hag ar c’hreñvlec’hiou bras all eus an enezenn. Kizellat ar c’hoad ivin, sevel bagou ha listri-mor, pontou, kirri, skouedou ha podou-prenn a denne ivez da vicher ar gilvizien. An hini en em rôe da sevel tiez a oa d’ezañ eun ano disheñvel.

Aes dana « tud a zonezon » hennez e oa an ano a raed, en iwerzoneg, eus an dud a vicher. A-gevret gant ar re a rene eur vicher-dourn e voded, dindan an ano-se, rummadou tud-all, evel ar varzed, al louzaouerien, an hudourien, ar soudarded dre vicher, hag all. Paeron an holl teskad tud-se e oa Lugus, mab Kênos [3], doue ar mil micher, war eun

  1. Deut da Fergus en iwerzoneg, Urgost, Gurgost en henvrezoneg.
  2. N’hall ket ar bedenn-se beza diwar dourn sant Padrig, o veza ma ’z eo graet en iwerzoneg-krenn (yez an XIet - XVIet kantved). Kement a c’heller da gredi eo en dije sant Padrig savet, en hen-geltieg ar Vet kantved, eur bedenn heñvel, a voe nevesaet eur wech kenta ha trôet en hen-iwerzoneg (yez ar VIIIvet - Xet kantved), ha, goude, adaozet eun eil gwech ha laket e yez an XIet kantved.
  3. « Pell ». Deut da veza Cian en iwerzoneg.