Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
an arz hag an ijinerez

Gant-se ne anavezomp anoiou nemet eun nebeudig anezo : Doiros, mab Segomaros, a zo engravet e ano war dournell eur gastelorenn kavet e-kichen Dijon (Dibio, gouez d’ar Gelted koz) ; — Briko, poder-arem, a veve marteze e Genava (Genève) ; — Isarninos, poder-staen Breiz-Veur.

Evel ar renkadou all eus ar gevredigez keltiek, ar vicherourien o deus graet o gounid eus ar binvidigez hag ar berz mat a voe degaset, da genta, er broiou aloubet gant ar peoc’h roman, pax romana. Re a vicheriou nevez, avat, a zo bet degaset e-touez ar Gelted gant donedigez ar Romaned ha re e voe nevesaet ivez stumm ar micheriou koz evit ma vije difazius-kaer barn ar vicherourien geltiat eus mare ar frankiz diouz o c’henvreudeur eus ar mare kelt-ha-roman. An toull-se eus an istor a zo bet klasket e stanka dre gemerout diwar skridou koz Iwerzon, hogen ne sell ar skridou-se nemet ouz Iwerzon hepken hag, a-hend-all, n’int ket kosoc’h eget ar Grennamzer ; n’oufed, gant-se, hep mont re bell, fiziout enno penn-da-benn da ziskleria stad ar vicherourien geltiat war an douar-bras, dek pe zaouzek kantved diaraok. Er pennad pelloc’hik, ne lakomp eus stad micherourien Iwerzon nemet ar pez a c’hell, gwirheñvel-mat, beza en em gavet er vro e-pad ar pevar pe ar pemp kantved kenta eus an oadvez kristen.


Micherourien Iwerzon. — A bazennadou e oa renket ar vicherourien en Iwerzon gwechall-goz. E-touez an dud nemetos [1] « sakr » pe « gwiriou-dreist d’ezo » e oa renket ar vistri-vicherourien, da lavarout eo ar re a oa savet d’an uhela pazenn.

Sellet e veze evel nemetos, ar roueed, an noblañs, ar veleien ha meur a rummad-tud lakaet e-skoaz gant an noblañs, evel ar ouizieien (gwerzourien, danevellourien, gwiraourien, hag all) hag, evel m’emaomp o paouez lavarout, ar vistri-vicherourien. Eus ar re-man, ar re a laboure war ar prenn hag ar metalou a oa d’ezo o lec’h merket ouz an taoliou a enor, e sall-banveziou Tara, chomlec’h ar roue-meur. Ar saverien kreñvlec’hiou a azeze ouz an daol vras a-zehou, er penn uhela anezi roue Iwerzon hag, en-dro d’ezi, roueed ar rann-vroiou, uhelidi ar genta hag an eil noblañs hag ar veleien. An aourourien, ar gilvizien hag ar gizellourien a

  1. Deut da veza nemed en iwerzoneg, nevet e brezoneg (ano koad-meur e Kerne).