Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
notennou diwar-benn ar gelted koz


Ar vicherourien geltiat dindan mestroniez ar Romaned. — Ar vicherourien eus ar mare kelt-ha-roman a anavezomp gwelloc’h, a drugarez d’ar skritur en em skignas neuze ar boaz anezi er broiou keltiek. Merkou ar boderien hag an engravaduriou a ro d’eomp da anaout anoiou eun niver a vicherourien. Ar skulterezou kañv, a zo stank e Galia dreist-holl, a ro d’eomp ouspenn poltred meur a hini anezo. Anvomp, e-kreiz eun engroez : ar gov Belikus, eus Agedinkon (Galia) ; skeudennet eo war e vaen-bez, en e sav, e vleo blezennet en eur plañsonad hepken, eun troad d’ezañ diarc’hen hag arc’henet egile, eur morzol en eun dourn hag, en dourn-all, eur varrenn houarn eman oc’h harpa war eun annev ; e-harz e dreid eur c’hi-puze a zo e bann ouz eur c’had ; — Katussa, eus broiou ar Sequaned, o labourat war ar vicher a « tector », da lavarout eo a stouker-mogeriou, hag a reas sevel e Lugdunum eur volz-kañv d’e bried ; — en Italia-Uhela, Litugena « merc’h al lid », kleuzeurerez-pri [1], a zo bet kavet peziou-labour diwar he dourn en holl vro-se hag en Alpou ; er Spagn, Kamulates, teoler. Keltiek rik eo an holl anoiou-se nemet e oa ar micheriou : teoler, stouker ha kleuzeurer-pri, nevezentiou deut war-lerc’h an alouberez. Evit ar boderien, dre gantou eo e niverer an anoiou anezo. E-touez re an douar-bras, ec’h anvimp : e Galia, Kaletinos, Belinikkos, a gaver ivez al labouriou anezo e Breiz-Veur, Kantos a gaver e bodou war eun dro en Alezia hag e Breiz-Veur, Smertos poder Alezia ; — e broiou kreiz an Europ, Tarvakos hag Eburos ; — en Italia-Uhela, Ako, a gase e bodou e kreiz an Europ, e Galia ha betek e Breiz-Veur ; er Spagn, Ambatos (Ambaktos) ; — Kambos, Kaletos, Gabros, Suobnos, Dagomaros, Keltas eo anoiou eur poder bennak a Vreiz-Veur [2]. An holl boderien-se, hag i keltiek-holl o anoiou, n’o deus savet nemet poderez roman, dreist-holl ar seurt poderez ruz a anved « samian ». Dreist ar re-all, podou Ako a denn ar sellou dre o c’haerder.

Dibaot-kaer e sine al labourerien-vetal o feziou-labour.

  1. Kleuzeur « gouloulestr » ; kleuzeurerez « obererez-kleuzeuriou ».
  2. Setu aman talvoudegez darn eus an anoiou-se : Kaletinos, Tarvakos, Keltas a zo tennet eus kaletos « kalet », tarvos « taro », Kelta « Kelt ». Kantos a dalv « gwenn », Eburos « ivinenn », Kambos « kannn », Gabros « gavr », Suobnos « spontus », Dagomaros « mat ha bras » pe gentoc’h « bras e vadelez ».