e Galia, e dibenn ar c’henta kantved kent H. S. An tier ma laboure enno an deuzerien houarn, ar c’hoved, an aremourien hag ar brigwererien, a oa anezo eur ranngêr end-eeun a c’holôe pantennou eun draoñienn vihan, en tu biz-reter d’ar c’hreñvlec’h. Eur strollad logouigou e oant, hag int pevarc’hornek ha savet e koad mañsonet gant pri, peurliesa dindan douar [1] evit an hanter hag enno eur gambr hepken enk ha teñval ma tiskenned enni dre eun nebeut deleziou. Pelloc’hik, e penn an draonienn, e voe dizouaret roudou eur c’hovel vras, ouz hec’h ober meur a labouradeg a oa anezo holl eun ti a bevar-ugent metrad hed. Ar forniou da deuzi ar maen-houarn a oa strollet a vodadoü bihan el labouradegou ; eun ti, dek metrad hed, a oa ennan evelse pemp forn. Peziou bihan a vansonerez e oa ar forniou-se, pe garrezek pe bevarc’hornek en o stumm, ha mañsonet gant pastur divrazet, nemet e klote mat a-walc’h ar mein anezañ ; golôet e oant en o diabarz gant eur gwiskad teo a bri-tan (dideuzus).
Ar binviou. — En daou bennad, uheloc’h war labour an arem hag an houarn, hon eus rôet ano meur a venveg keltiek, bet kavet en hon amzer. Ouspenn ar re-se, e c’hellomp envel : poueziou gwerzidi, kribinou da gribat lin, kreuzeuliou (teuzlistri) teuzerien arem, anneviou, geveliou goved, turkezou, « toullou meginou » pe tuellennou begek e pri dideuzus a lakaed ouz ar meginou a dalveze d’ar vetalourien da atiza ar flamm, gennou da stampi pe vammstamperezed en arem, mammvinviou da gaeraat dre ar c’hoagrenni traou e feilhennou arem, moulou maen da deuzi traou e metal, taladuriou, kizellou a bep ment, trañchedou, gouichou, gwimeledou, horziou prenn, liorziou maen kalet evit labour ar mengleuziou, torziou koar gwenn d’ober ar moulou pri a dalveze da deuzi arem diwar goar kollet, hag all.
Kalz eus ar binviou implijet gant ar Gelted n’oant ket nemeur disheñvel diouz ar re a reomp ganto bremañ.
E-touez ar binviou keltiek savet diwar danveziou dibad, ler, prenn, hag all, ha n’int ket deut betek ennomp, e c’heller envel ar meginou govel hag ar sterniou-gwia.
- ↑ Lakaat e-keñver ar pez a lavar Plinius Secundus : « E-touez ar C’hermaned e wied al lin e logou dindan douar ».