Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
notennou diwar-benn ar gelted koz

Ar c’hizellerez koad n’oa ket dizanav : en Iwerzon bannou ha gouryeo an doriou war darn eus an tier, e Galia, staon hag aroz listri a veze graet gant prenn kizellet. Kavet ez eus peziou prenn kizellet e-touez dismantrou kêriadennou keltiek a Vreiz-Veur a oa bet savet war lennou-dour pe e-kreiz paludou.

Ar c’hantennerez (boutegerez) a oa stankoc’h an implij anezañ eget en amzer-vremañ : stummet e veze gant aozil gwiet, ouspenn a bep seurt mannou ha panerou, ar pastelladur war ar c’hirri, ar pontou hag an tier ; graet e veze gant aozil, klouedou, skouedou hag, e Galia, er c’henta kantved goude H. S., kadoriou-brec’h.

Ar vicherourien goad ne oant ket koll, moarvat, evit an ampartiz, war ar vicherourien vetalou. Gouzout a ouie ar garrerien unani skiantek ar prenn hag ar metal e doare da aoza peziou ar skañva hag ar c’hreñva war eun dro : an holl doareou kirri o doa ijinet a voe degemeret gant ar Romaned. Ar gilvizien hag ar saverien-dier a ouie trouc’ha, aoza hag ibilha treustou ar chafodou an diaesa ker prim ma vanas Kaesar estlammet outo : e 52 kent H. S. e welas ar Gelted, lakaet ar seziz warno e kêr Avarikon, o sevel hag oc’h uhelaat touriou prenn an difennerez ker buhan hag e save e soudarded-heñ touriou ar sezizerez ; solieradur a save war solieradur ha, kerkent, e veze ledet war ar c’hoadaj eur gwiskad ler.


Labour ar pri, poderez pri. — Ar pri a veze graet gantañ mogeriou ha leur an tier ; lakaet e veze ivez d’ober forniou ha moulou da deuzi ar metalou. E Galia, en eil hanterenn eus ar c’henta kantved kent H. S., e stummed gant pri siminaliou ha landeriou penn-maoutek. Er vro-se ivez d’an hevelep mare, e veze graet gant pri, e lec’h raz, da vañsoni tier maen a stagas ar C’halianed da sevel diouz skouer Kreisteiziz.

En holl vroiou keltiek, e talveze ar pri, dreist-holl d’ar poderez, nemet, o veza ma rae ar Gelted ar pep brava eus o fodou gant metal, n’en deus ket savet ar poderez pri en o zouez taoliou-micher heñvel ouz ar poderez pri gresian pe italian. Listri ordinal an tiegez n’eo ken peurliesa : jarlou, podeziou, pladou, podou-dour, skudellou hag asiedou, hep skouarn na golôenn peurvuia, aes ha kreñv, disneuz avat. Kaera skoueriou ar poderez a zeu eus bro an Aedued, ar Belgium, an Arvorig hag enez-Vreiz.