Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
an arz hag an ijinerez

meneg anezo gant skrivagnerien an Henamzer pe dastumet er mirdiou en hon amzer, e c’heller envel : emprou ha kelc’hiou rodou, kibou aheliou, frammou evit koufr ar c’hirri pe ar skouedou, hern goafiou, daredou pe saeziou ; klezeier, gouglezeier, kontili, aotennou, gweltreou da zivleva mezer pe da douza loened, gwestennou kezeg, feuriou klezeier, saeou mailhet, ibilhou, riñvedou, tachou hag i bras-divent a-wechou, krogou, spilhou-alc’houez, bizeier, troiou-brec’h ha troiou-gouzoug, spilhou, nadoziou, higennou, chadennou ha chadennouigou, eoriou, bouc’hili, morzoliou, heskennou, geveliou, livnou, raklerezed, engravoueriou, gwignedou (strepou), filc’hier, filzier, drezennou, kaoteriou, korniou da vutuni kanab, alc’houeziou ha melezouriou (kenta kantved kent H. S.), hag all.


Labour ar c’houevr, ar staen hag ar ploum. — Ar c’houevr hag ar staen a veze kemmesket da furmi arem, a raed dibaot ganto ez digemmesk. Nemet e kouevr rik e veze graet koulskoude peziou-zo eus harnez ar c’hezeg ha darniou eus an togou-houarn hag eus koufrou ar c’hirri. Eur feilhenn gouevr a c’holoe a-wechou dournell ar gouglezeier. Gant kouevr e veze graet ivez traouigou evel ourouleriou, troiou-brec’h, hag all. Staen a veze ledet war traou kouevr da rei d’ezo neuz ha lufr an arc’hant. Ar Vituriged a veze sellet evel kavadennourien ar « staena ».

Ar ploum a zo anezañ eur metal re wak evit ma ve implijet stank. Gantañ e veze graet korzenn darn eus an trompilhou, rodellou ha traezou all enep-hud, hag ivez, war a greder, mammvoulou da sevel moulou pri.


Labour ar prenn. — Ar prenn e oa ar c’henta eus an danveziou ma saved ganto an tier. Ouspenn framm an doenn, a raed gant prenn evel breman, ar muriou hag ar speurennou anezo a oa prenn ivez. Ar prenn a oa anezañ meur a implij a-hend-all. Graet e veze gantañ pontou, bagou, kirri, tonellou evit ar gwin, pentoniou evit an dour-vel hag ar bier, kelorniou, pladou, skudellou, botou-prenn evit an dud diwar ar maez, troiou-brec’h, skouedou, fustou goafiou, daredou hag arouezintiou-brezel, feuriou klezeier, boestou aotennou, irc’hier, ha dreist-holl, evit doare, diwar ar c’henta kantved kent H. S., taoliou, bankou ha skaoñiou. Gant prenn, maen, pri ha douar unanet e veze savet mogeriou ar c’hrenvlec’hiou.