Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
notennou diwar-benn ar gelted koz

E-touez ar peziou arem deut d’eomp digant ar Gelted, e c’heller envel : tachou, riñvedou, chadennouigou, aheliou kirri-emgann, ornaduriou evit koufr ; gwalenn ha yeo ar c’hirri hag evit an harneziou kezeg ; — feuriou klezeier ha gouglezeier, skouedou, togou-houarn ha hobregonou gant tresou engravet warno, trompilhou-emgann, skeudennou evit an arouezintiou-brezel ; — kontellou ha loaiou, evit al lidrôadou, rodouigou ha traezou all enep d’an hud (tilsamou) ; — listri a bep doare hag a bep ment, kelorniou, skudellou, pladou, hanafiou, kaoteriou ; — beriou-rosta ; — binviou d’en em ginkla, spilhou, minaouedou, gweltreou, aotennou, melezouriou (e Galia, diwar ar c’henta kantved kent H. S.), nozelennou, spilhou-alc’houez, bizeier, troiou-brec’h, troiou-gouzoug, gouriziou, kleierigou, faleriou (ornaduriou-brennid ar vrezelidi) ; — korniou a dalveze da rufla moged diwar eul louzaouenn vezvus bennak, kouarc’h (kanab) emichañs ; — peziou-moneiz (diwar an IIIet kantved kent H. S.) ; — alc’houeziou (e Galia, diwar ar c’henta kantved kent H. S.).


Labour an houarn. — Gallout a reer lavarout e voe labour an houarn, dreist ar re-all, ijinerez brôadel ar Gelted. Ha, koulskoude, an traou niverus o deus graet en houarn, hag a zo deut betek ennomp, n’int ket kerkoulz stummet peurvuia hag an traou graet ganto en arem. Kiriek da se e vije, war a greder, dre na veze labouret an arem nemet gant eun nebeut micherourien eus an dibab : rouez e oa ar maen-kouevr pe staen ha, gant-se, ne veze aremourien nemet e-touez ar pobladou pinvidik ha galloudek. En-enep, ar maen-houarn a gaved e pep lec’h, ha gant pep meuriad, kouls lavaret, e veze teuzerien ha goved. War kel lies all a labourerien n’helle beza, anat eo, nemet eun nebeudig a gement a vije mailhed war o micher. Gwir eo, al labouriou savet gant ar re-se a zo tost d’ar parfetded : beza hon eus diganto klezeier, da skouer, pe emprouhouarn evit kirri-emgann, a zo anezo taoliou-micher e gwirionez, e c’hallje beza stad diwarno e micherourien hon amzer zoken. Mistri-goved ar Gelted a dize uhel a-walc’h o anaoudegeziou micher : n’oant ket diouiziek war an « dira », hag e raent, a greder, gant an dourennou-kreñv. Da vihana, dre implij dourennou-kreñv eo e tisklerier an tresou koant kizellet pe engravet war feuriou ar c’hlezeier pompadus.

E-touez an traou en houarn diwar dourn ar Gelted, bet