Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
an arz hag an ijinerez

ma raed gant an aour. Graet e veze anezañ kelc’hiou-brec’h, troiou-gouzoug, kleierigou-diskouarn, spilhou-alc’houez. Podou ha pladou arc’hant fetis a raed evit ar renerien. Gant arc’hant kizellet e kaeraed ar skouedou hag ar gwiskamantou. Ledet e vez ivez arc’hant a-wiskadou war ar c’houevr. Hervez skrivagnerien an Henamzer, e vije bet pleustret war an arc’hanta gant micherourien Alezia, da genta evit an harneziou kezeg ha da c’houde, evit ar c’hirri-emgann (esseda) hag ar c’hirri peder rod (petorrita). E 120 kent H. S., karr-emgann Bituitos, roue an Arverned, a oa arc’hantet-holl.

Diwar an IIet kantved kent H. S., diouz skouer ar C’hresianed, ar Gelted a gemeras an aour hag an arc’hant da zanvez peziou moneiz. Peziou aour hag arc’hant hon eus ha warno anoiou Verkingetorix, pennrener-brezel Galia, Gaisatorix, mab Kritosiros (pe Ekritusiros), roue an Daurisked (kenta kantved kent H. S.), Kunobelinos, mab Taskiovanos, roue ar Vrezoned (kenta kantved goude H. S.).


Labour an arem. — E labour an arem ar Gelted a zo bet dreist, pa anaveze an darnvuia eus o aremourien ar gwella pegementadou eus ar c’houevr hag ar staen, a zeue diouto ar gwevna hag al lufra kemmesk. Rak-se, arem ar Gelted a zo a-grenn dioutan e-unan an doare anezañ : dre e galetder hag e wevnder e tenn d’an dir. Tri stumm a oa d’e labourat :

1) ar « morzolia », a veze graet gantañ evit an traou kenaozet a veur a damm, evel an togou-houarn, ar skouedou, an trompilhou, ar c’haoteriou. Riñvedet e veze an tammou anezo an eil ouz egile gant ijin bras, e doare ma talveze ar rinvedou penn-plên pe penn-begek da gaeraat c’hoaz an oberiadur en e bez ;

2) ar « moula » e moulou maen pe bri ;

3) an « teuzi diwar moulou koar », a veze graet gantañ da sevel traou labouret-dreist ha korfet diblaen.

Ar Gelted a gaerae an aremennou dre ar c’hizella hag ar c’hoagrenni dre ziabarz pe dre ziavaez.

Gant ober dre an teuzerez e ouie ar Gelted plega an arem da bep doare skeudenn. Kosa testeniou ar skulterez keltiek eo ar pennou tud arem a raed ganto dournellou klezeier ha kontellou, pe al loened arem a yae da gaeraat skouedou pe togou-houarn. Evit poderien arem ar Gelted, peziou kaer dreist o deus savet.