Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
notennou diwar-benn ar gelted koz

c’henkiziou roman kaer a gare Breiziz pinvidik eus an IIet, an IIIet hag ar IVet kantved goude H. S. beva enno. Puilh e kaver anezo ivez e kaviou-tomma eus tier Virokonion, eur gêr vras war ar Sabrina (Havren, Severn). Erfin, hogos an holl gêriou bihan mogeriet hag ar c’hestell brezel a save a-hed moger Hadrian, Segodunon, Konderkon, Vindobala, Kilurnon, Prokolitia, Borkovikus, Vindolana, Amboglana, Konvogata, Gabrosenton, Tunnokelon, en em domme an dud enno gant glaou-douar.

Kavet ez eus dioutañ, neket hepken koc’hiennou losket, hogen berniou a-bez dilosk c’hoaz.


Anoiou ar metalou e keltieg koz. — Anaout a reomp an anoiou hengeltiek eus metalou-zo : ar c’houevr a veze graet anezan omios pe omion [1], ar ploum loudon pe loudion [2], an arc’hant arganton [3], an houarn êsarnon pe isarnon. N’ouzomp ket ano hengeltiek an aour ; hor ger brezonek aour, or en iwerzoneg, n’eo nemet ar ger latin aurum, eur furm distreset eus ar ger indezeuropek ausom.


Labour an aour hag an arc’hant. — Ar Gelted a ouie teuzi an aour, e astenn e neudennou pe e laonennou, e ganna e feilhennou, e leda dre wiskadou tano war an arem. A-wechou e peurc’holôed gant laonennou pe feilhennou aour togou-houarn ha hobregonou pompadus penvrezelourien. Dre ar c’hizella pe ar c’hoagrenni e veze kaeraet an traou en aour. Graet e veze gantan ornaduriou a enskanted dre ar morzolia, er prenn, er metalou, er skouedou, er feuriou ha dournellou klezeier pe gouglezeier. Beza hon eus, diwar dourn ar Gelted, spilhou-alc’houez en arc’hant laonennet a aour ha neuziet kaer, kleierigou diskouarn ha bizeier en aour, kelc’hiou-penn en aour, troiou-brec’h, troiou-gouzoug gweadennet en aour fetis. Graet e veze anezañ « faleriou » (seurt ornaduriou) da gaeraat bruched ar vrezelourien ha neudennou da steui brouderez en o gwiskamant.

An arc’hant a veze graet gantañ damdost e kement doare

  1. Deut da umae en iwerzoneg, emid en hengembraeg, efydd bremañ. Kenveria omao war peziou-moneiz Galia.
  2. Deut da luaide en iwerzoneg.
  3. Ac’hano an anoiou-tud hen-geltiek Argantos, Argantinos, Argantillos.