Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/183

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
an arz hag an ijinerez

darnvuia eus stêriou ar Spagn, en o zouez an Tagos (Tage), meur a stêr eus kreisteiz ha kreiz Galia, ar Rênos (Rhein), ar gwaziou-dour eus bro an Daurisked, darn eus kenstêriou an Danuvios hag, en Italia, ar Bodinkos (Pô). Dastum a raed an aour e tri doare :

1) tennet ha dilavet e veze traez ar steriou aourus, e doare ma vije taolet an traez er-maez ha miret ar pailhetezennou aour. Eul labour ken aes e oa se ma veze lezet peurliesa gant ar merc’hed, pe an dud koz pe vac’hagnet ;

2) en aouregou dizour, a gaved er gwiskadou douar lec’hid, e veze torret ar moudennou lec’hid aourus ; gwalc’het ha dizouaret e vezent, goude-se, dre o doura en dilaverezou ha teuzet an dilavadur anezo e forniezou. Degaset e veze an dour war al lec’h dre ganiou prenn a saved war chafod da dreuzi ar stankennou ;

3) aet e veze dre ar mengleuzia ; toullet e veze ar roc’h da heulia ar gwazennou ha, goude, e veze bruzunet ar c’houarz gant horziou ; eul labour tenn ha poanius hennez, nemet gopraet e veze a-wechou gant kavadenni tolzennadou aour peuz-rik (peuz-digemmesk).

Ne vezer ken ker souezet rak an ampartiz diskouezet gant ar Gelted hag o sujidi e labour ar metalou, pa soñjer ne oa ket ar mengleuzia eur skiant nevez en Europa. Bez’ e oa bet anezañ adalek oadvez armou ha binviou ar maen lufret (dic’harvet) ; evesaet o doa Europiz ar mare-se e oa ar c’hailhastr, ma raent gantan dreist-holl danvez o armou hag o binviou, aesoc’h da labourat pa veze fresk, da lavarout eo pa veze o paouez beza tennet eus an douar, eget pa veze aet da vili kavet war ar barr. Gant-se e kleuzient puñsou, doun a-walc’h a-wechou, ha hentou dindan douar, hir meurbet darn anezo, da heulia ar wazenn gailhastr.


Mengleuziou all. — E mare frankiz ar Gelted,, en tu-hont d’ar mengleuziou metal, e veze gounezet meur a vengleuz holen. Implijet e voe ivez, er mare kelt-ha-roman, an uhela gwiskadou eus ar gweleadou glaou-douar niverus-se a sav, e Breiz-Veur, a-rez da c’horre an douar. Ar skrivagner latin Solinus (IIIvet kantved goude H. S.) a gomz eus ar mein a losked, en enez-Vreiz, war aoter doueez an eienennou dour melar : glaou-douar e oa, anat eo. Koc’hiennou diwarnañ a zo bet kavet war oaledou meur a hini eus ar