gwechou zoken, barinier metal. Eur varenn bloum, kavet e Breiz-Veur, e lec’h e oa bet kollet e treiz eur ster, a zeue, hep mar, eus mengleuziou ar « Geanged » pe « Kianged » ; teuzet e oa bet er bloavez kent ar stourmad bras renet gant ar rouanez Boudikka, hag e lenned warni an daou enskrivadur-mañ e latin : Neronis Aug. Ex Kian III Cos Brit. — Ex Argent. Capascas XXX. En hevelep bro, al lec’hiou ma’ z edo mengleuziou ha teuzerezou houarn bras « bro goadet ar Silured » ha re goad Anderida a zo merket c’hoaz gant berniou ec’hon koc’h-houarn a ra eur gwiskad teo d’an douar hag en em astenn a-hed meur a gilometrad. Enno e vez kavet alies tammou podou eus ar marevez kelt-ha-roman, a-wechou zoken peziou moneiz. Klaskerien aour bro an Demeted, en hevelep amzer, o deus lezet krugellou bras divent a vaen-kouarz drailhet ha bruzunet a weler c’hoaz tost da Llanbedr (Bro-Gembre).
Harpet eo an testeniou-se gant skrivagnerien an Hen-amzer : Kaesar (kenta kantved kent H. S.) a lavar e oa ar Vituriged, broad Kelted Galia, a founne ganto ar mengleuziou houarn, ampart da doulla an douar ha da gleuzia dindanan hentou hir. Strabon (kenta kantved kent ha kenta kantved goude H. S.) a gomz eus forniou-teuzi-arc’hant uhel-uhel ar Spagn hag eus goveliou kaer ar Betrokored, poblad Galia. Ar beajour Aethicus Istrius (IVet kantved goude H. S.), a weladennas Breiz-Veur, a zo meneg gantañ eus ampartiz Breiziz e kement doare ijin a sell ouz ar mengleuziou ha labour ar metalou. D’ar mare-se, kenta kêriou an houarn e oa Arikonion, Blestion hag Alauna ; er gêr diweza-mañ e vije bet an dud, hogozik holl, goved [1].
Teskaoui a c’heller er skridou latin ha gresianek eun diskleriadur bennak diwar-benn an doare m’en em gemere ar Gelted da denna metalou. Bez’ e oa ganto mengleuziou digor (a reas ar Romaned secturae anezo) ha mengleuziou gant puñsou ha bolziou dindan douar. E-touez ar binviou ma raed ganto da doulla e c’heller menega horziou pounner e maen pe houarn. An aour a gaved pe e gwazennou e rec’hier ar meneziou, pe e pailhetezennou pe valzennou (greunennou) en douarou lec’hidek ; meur a stêr a ruilhe en o zraez pe o lec’hid pailhetezennou aour ; e-touez ar stêriou aourus-se eus ar bed keltiek e c’heller envel : an
- ↑ Kement-mañ hervez eur skrid eus ar Grennamzer, Buhez sant Egwin.