Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
an arz hag an ijinerez

Goude alouberez ar Romaned, e kement bro geltiek a voe sujet da Rom e voe kresket souezus da labourat ar pri. Graet e voe gantañ podou, skeudennou, brikennou, teolennou. Nemet e poderez an amzer-se n’ez eus stumm a gement a vije dioutañ e-unan, o veza ne glask ar boderien geltiat nemet ober diouz ar boderien italian. E-touez ar brikennou, e c’heller envel brikennou melen Bibrakt a zo ar re gosa (dibenn ar c’henta kantved kent H. S.), ar vrikenn kavet e dismantrou Sextantio, warni skeudenn eur marc’h gant eun evn war e dailher.


Ar goularz, ar goural, ar prigwer hag ar gwer. — Evit ar braoigou hag an ornadur, e rae ar Gelted gant ar goularz (glêson, vebron) [1], eur rousin-douar liou melen a gaved war aodou mor an Hanternoz, hag ar goural, eun danvez ruz-gwad tennet eus goueled ar mor Kreizdouarek gant ar besketourien liguriat en-dro da Vasalia. Graet e veze, dreist-holl, gant ar goularz paterennou pe pladennouigou a strolled d’ober troiou-gouzoug. Ar goural, lakaet e nozelennou pe e brinikennou, a yae da gaeraat, er Vet hag er IVet kantved kent H. S., ar c’hlezeier, ar goafiou, ar skouedou, an togou-houarn, ar spilhennou-alc’houez, an troiou-brec’h, an troiou-gouzoug, ar gouriziou, an harneziou kezeg. Sterniet er metal, hep stagell ebet ken, e veze ar gouralennou a-wechou ; gwechou all e vezent staget gant tachou bihan treuz-didreuz.

Evel ma oa ar goural eun danvez a-ziavaez-bro koustus a-walc’h, e klaskas abred ar Gelted e zevreza hag e kavjont ar prigwer ruz, diflach al liou anezañ. Kelted « ar Mor Bras », Breiziz ha Galianed, a zo bet mailhed war ar prigwererez, an ijinerez-se peuz-dizanav d’ar C’hresianed ha d’ar Romaned : o micherourien a zivouede er peziou-metal roudennou pe toullou-gwenan, munut-tre a-wechou, ha, goude teuzi enno ar prigwer hag e lezel da galedi, e livnent hag e kompezent anezañ en hevelep doare na rae, da welout, nemet unan gant ar metal m’edo sterniet ennañ. Ken heñvel eo a-wechou prigwer ar Gelted ouz ar goural ken e vez ezomm eul lunedenn-greski d’o digemma an eil diouz egile.

D’ar mare kelt-ha-roman, ouspenn ar prigwer ruz (« ruz » houarn pe bloum), e raed ivez prigwer gwenn, melen ha glas (« glas » kobalt). Prigweret e veze an holl draou edo

  1. Deut da veza gwefr e kembraeg-bremañ.