diouz ar savheol da gêr Aleksandria-Ejipt, ez eus bet kavet eur c’hao-bez ma oa bet beredet ennan, eus ar bloaz 230 d’ar bloaz 210 kent H. S., goprsoudarded ar roue ptolemaek. A veur a vrôadelez e oant : Kretiz (dek anezo), Kilikiz (pemp), Iaoniz (pemp), Thessaliz (pevar), Boiotiiz (tri), Akarnaniz (tri), Arkadiz (tri), Sirianed (tri), Thraked (daou), Lukiad (unan), Pamphuliad (unan). Eur pemzek bennak anezo a oa Kelted pe C’halated. Nemet e gresianeg e vez ar bezenskrivaduriou anezo ha gresianek alies o anoiou : Aideprates, Aidosotios, Atuios Keltos, Bitos Lostoieko Galatês, Donnônataieus Galatês, Ketositos Galatès, Phileista gunê Sisonônos Anaximou Galatou, Poluxenios Galatês, Boudoris Galatê…, Purrhos Galatês, Isidôros Galatês, Purrias Illurios… kai… Galatês.
Diwar-benn hiniennou eus an anoiou-se, e teu gant A. J. Reinac’h, war Rev. des Et. anc. 1911, p. 50, an eveziadennou-man : Boudoris a ziskouez beza furm hellenekaet eun ano keltiek. Anaximos ha Poluxenios a zo marteze troidigeziou diwar anoiou keltiek. Purrhos « ar Rouz pe ar Ruz » a zo bet anvet evel-se, moarvat, en abeg da liou e vleo. Purrhos a zo bet graet ivez eus eur Bastarn, sklav e Delphi, e 143 kent H. S. [1].
Galatia betek-hen n’he deus ket daskoret d’eomp enskrivaduriou keltiek, nemet anoiou keltiek a dud a lenner war enskrivaduriou gresianek ar vro : Gaisatodiastos, Smertulitana, Albiorix, Boussourix, Ateporix, Smertorix, Smertôn (heman d’ezan daou vugel Domna ha Dada) [2], h. a.
- ↑ E miz Meurz 143, Philistos hag e vab Euangelos a zisklava a briz peder min sôma andreion oi onoma Purrhias to genos Bastarnas. Kenveria (heman o tont eus an dro-spered, ha neket eus an neuz-korf) an ano a Aristô « an hini vat-kenan, an hini wella » laket d’eur Vastarnez, sklavez e Delphi : e miz Eost 160, Kalliklès mab Timon a zisklava a briz teir min sôma gunaikéion ai onoma Aristô to genos Bastarnan. A. J. Reinac’h, Bull. de Correspondance hellénique, 1910, p. 302.
- ↑ Eun ano-moumouna eo Dada emichans, evel m’eo Lella (merc’h Genetos) war eun enskrivadur eus Kolonia « Kolun » (Koeln en alamaneg, Cologne e galleg). Ammo, Ammios, Ammia, war enskrivaduriou Galia, a zo marteze ivez furmou-moumouna diwar Amo, Amios, Amia. Kenveria *Genetta, furm-moumouna eus geneta hag aet da gembraeg geneth « plac’h yaouank ». Geneta a vije aet d’eur c’hembraeg *gened. Kenveria c’hoaz Eppo, stumm-moumouna diwar Epo. H. a.