Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
notennou diwar-benn ar gelted koz

Ar graffiti war zarbodou (ostraka, unander ostrakon) kavet e Galia, el lec’h anvet breman La Graufesenque (eul labouradeg poderez-pri a oa eno er Ia kantved goude H. S.) a zo talvoudus o anaout dre ma lenner warno eun niver geriou keltiek, en o zouez : 1° tudos, tuddos, dre d barrennet an eil hag egile (d barrennet oc’h arouezia moarvat an st indezeuropek hag an indezeuropeg tst, ts) « kuchennad » ; 2° extratudos (d barrennet) « maezkont » (an iwerzoneg echtar, kembraeg eithr, a c’houlenn en o diagent eur stumm hen-geltiek *ekstro) [1] ; 3° luxtos « karget » pe « da garga » ; 4° uxedia, uxsedia « uhela, pervez, rik » ; 5° etic « hag ouspenn », h. a. Ar pep talvoudusa warno eo an dek niver-pedvedi kenta eus ar galianeg : kintuxos (kintussos) « ar prim-genta, ar peurgenta, ar c’henta-holl », allos, alos « eilvet », tritos « trede », petuaros « pevare », pinpetos « pempvet, pemvet », svexos « c’houec’h », sextametos « seizvet », oxtumetos « eizvet », naumetos « navet », decametos « dekvet ».

E derou an oadvez kristen ec’h ijinas ar Vrezoned eun doare skritur, ar skritur ogamek pe ogmek, a voe implijet adalek ar c’henta kantved goude H. S. betek ar VIIet kantved, dreist-holl gant Iwerzoniz evit kañvskrivaduriou war vaen. Lizerennou ar skritur ogamek a zo anezo linennou eeun graet darn a-sounn, darn a-veskell, darn a-dreuz d’al linennou merket gant korn-ker ar maen. Setu aman, treuzskrivet en hon lizerennou, eur skouer eus yez an enskrivaduriou ogamek : Corbi koi maqi Labriattos « (Bez) Korbos aman, mab Labriattis ». Korbi a zo tro-c’henidik Korbos. An ogameg koi « aman » a vez skrivet koui en enskrivaduriou Galia. Maqi a zo tro-c’henidik maqos « mab », ha Labriattos eo tro-c’henidik Labriattis. Da iwerzoneg Labraid, tro-c’henel Labrada, eo aet diwezatoc’h an daou stumm-se. En enskrivaduriou ogamek, ar ger da lavarout « bez » a vez dindan-veizet peurliesa. Hen kavout a raer koulskoude en eun enskrivadur piktek a vro-Skos : Maqqi Noviogruta ura Elisi « Bez (ura) Elisos mab Noviogrus ».

  1. Hen-iwerzoneg echtargeinde « ganet e-maez, ganet e lec’h-all », echtar-crich « rannvro a-ziavaez », echtarthuath « meuriad estren », h. a. — Ar ger galianek etic « hag ouspenn », meneget izeloc’hik en danevelll dindan ar pempveder, a zo anezan c’hoaz en hor brezoneg : goude a zalc’h lec’h eur stumm hen-geltiek *vo-etik (Viktor Henry).