Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
notennou diwar-benn ar gelted koz

person unan : karnitu a heller spisaat e dalvoudegez dre ar c’hembraeg breman carneddu « bernia mein ». Heman a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *karned- a zo hep mar ebet an hini a dleer lenn e Todi, an t etruskek oc’h arouezia d kerkouls ha t. 2° an dro-damall unan logan, eus eur ger loga « *bez » a zo hep mar hen-stumm ar ger kembraek a vreman llo « krug, tolzenn » ; 3° eun dro-damall lies artvass « *mein » : an iwerzoneg art « maen » a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *arta. An enskrivadur en e bez a zo da veza lennet evel-hen : Ategnati Drutikni karnidu logan Koisis Drutiknos Ategnati Drutikni karnidu artvass Koisis Drutiknos, ha da veza trôet er c’hiz-man : « Koisis mab Drutos, em eus savet bez Ategnatos mab Drutos. Koisis mab Drutos, em eus savet mein Ategnatos mab Drutos » [1].

E broiou ar Reter-Nesa (Ejipt, Rag-Azia, Azia-Vihana), ez eus bet kavet diwar dourn ar Gelted graffiti hag a zo ker koz hag an enskrivaduriou kavet e Todi hag e Negau, nemet bez ’ez eus anezo gwall nebeut a dra e gwirionez, anoiou-tud hepken peurliesa. An hini hira, graffito al louarnetaerien en Abudos, bro-Ejipt, a zo anezan eur frazenn a-bez, n’eo ket e keltieg avat ez eo bet skrivet, hogen e gresianeg. Eman e chapel Horus, e templ Seti Ia. Gant beg eur gontell eo bet engravet er gwiskad livadur ruz a c’holo gar dehou delwenn azezet an doue Horus Penn-Sparfell. Graet eo bet, hervez doare, e-pad seziz Abudos gant Ptolemaios Vet Epiphanès, e 186-185 kent H. S. (e-maez kêr e oa templou bras Abudos). Ar graffito dister-se a zo anezan moarvat an hena arroudennad-skritur deuet d’eomp diwar dourn eur C’helt. Setu hen aman : Tôn Galatôn Thoas, Kallistratos, Akannôn, Apollônios, êlthomen ôde, kai alôpeka elabomen ôde « Eus ar C’halated, Thoas, Kallistratos, Akannôn, Apollônios, ez omp deuet aman, hag eul louarn hon eus paket aman ». Eur graffito-all er chapel-se a zo anezan hepken an daou-ano Galatês Dêmêtrios.

En Hadra, er gorflann pe nekropolenn veur a oa en tu

  1. Goulakaet eo bet gant Rhys, ha war e lerc’h gant Loth (Rev. arch. 1921, I, p. 115-6), e oa dindan-veizet, en enskriyadur Todi, eur ger o talvezout « bez » dirak pe war lerc’h Ategnati Drutikni. Dioufrazennek e vije peb unan eus an diou frazenn a zo en enskrivadur, hag an eilvet frazenn a vije pep gwech o teraoui gant ar verb karnidu.