Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
159
ar yez hag al lennegez

gant ar Gelted en hanternoz Italia ha war ar gevrenn-se eus aradennad an Alpou a ra an diforc’h etre hanternoz Italia ha traonienn an Danao : Leponted, Raeted, Illirianed, h. a. Deuet eo betek ennomp enskrivaduriou lepontek hag illiriek war kerniel-karv. Eus ar broiou-se e vije en em ledet boaz al lizerenneg etruskek-gresiek war-du an Hanternoz, betek Bohemia, a-hed an hentou-kenwerz (hent ar goularz, hent an houarn, hent an holen), hag e kreder e vije bet el lizerenneg-se andon ar runou pe rinlizerennou ar C’hermaned [1].

Gwirhenvel eo e oa skrivet gant al lizerennou-se etruskek-gresiek an enskrivaduriou a gavas ar Romaned gant souez e Germania. Kredi a rejont lenn warno anoiou Odusseus hag e dad Laertês. E anoiou hen-geltiek a-seurt gant Kamulixos, Smertos, kamm-lennet ganto Ulysses (Odusseus) Laertou eman moarvat andon o fazi [2].

An hena enskrivaduriou keltiek a zo, hep mar, enskrivadur Todi, Italia, hag an enskrivadur a lenner war unan eus tokarmou Negau, Stiria-Izela. Talvoudus eo enskrivadur Todi dre ma kaver ennan geriou aes da zisklêria dre ar yezou nevez-keltiek a vreman : 1° eur verb d’ar c’henta

  1. Dre hantererez ar Varkomaned « Gwazed an Harzou » e vije en em skignet boaz al lizerenneg e-touez Germaned an Hanternoz. Ar Varkomaned a oa deuet da chom e Bohemia war-lerc’h ar Voged er Ia kantved kent H. S. Diwezatoc’h, kemeret ganto an ano a Baiovarii, Boiovarii (stumm keltiekaet) « brezelourien vog », ez ejont da ober o annez er vro a zo bet anvet Baviera diouz o ano. — Ar germaneg runo « tra guz a hud, arouez-hud, arouez-skriva » hag an hen-geltieg runa, deuet da iwerzoneg rûn « tra guz, rin, kevrin » a zo dinaouet eus eur wrizienn indezeuropek *wer, *wor « eren, kevrea, liamma » a gaver en ano-doue indezat Varuna hag en ano-doue gresiat Ouranos. Varuna a c’houlenn en e ziagent *Woruno ; Ouranos a c’houlenn *Worweno. Diwar eur furm indezeuropek wrwenâ pe wrunâ eo ar germaneg rûno. Diwar *wruna eman an iwerzoneg rûn. Evel Odin-Woden (Vatanos), mestr-meur ar runou, Varuna hag Ouranos a zo anezo Ereerien o stourm neket gant armou evel an doueed-all, hogen gant ar bras a c’halloud-hud a zo enno. — J. Loth en deus embannet a zivout ar skritur gant an hen-Gelted pennadou-skrid talvoudus da lenn, nemet diaes da gavout dre ma ’z int a-skign war kelc’hgelaouennou a bep seurd. Diwar-benn boaz al lizerenneg etruskek-gresiek en hanternoz d’an Alpou hag orin ar rinlizerennou germanek lenn labouriou Marstrander meneget gant Karsten e levrlennadur e levr Les anciens Germains. Diwar-benn ar rinlizerennou o-unan, Arntz, Handbuch der Runenkunde, Halle, 1935 ; Reichardt, Runenkunde, Iena, 1936.
  2. Kamilh Jullian, Ulysse en Germanie, war Rev. des Et. anc. 1912, pp. 283-4.