Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
notennou diwar-benn ar gelted koz

eun emgann etre Etrusked ha Kelted hag e lazas unan anezo eur pen-vrezelour keltiat. Neuze e kerzas ar Gelted a-enep da Roma ; trec’hi a rejont ar Romaned en emgann brudet an Allia (16 gouhere 390) hag e lakjont an tan war Roma.

War-dro an hanter eus ar IVvet kantved e voulc’has ar Gelted, a-enep da veuriadou illiriat ar C’huz-heol, a biaoue ar Bannonia ha red an Danuvios krenn, brezeliou a voe klozet gant drouziwez an Illirianed hag ar berc’hennidigez gant ar Gelted eus ar rann-vro-se en he fez. Emgleo a zo bet marteze etre ar Gelted hag ar C’hresianed, rak, d’ar mare-se end-eeun, Philippos, roue Makedonia, a argade Illirianed ar Sav-Heol. War-dro 335, p’edo mab Philippos, Aleksandros-Veur, kampet gant e arme war ribl an Danuvios izela, e kasas ar Gelted kannadourien d’ezañ hag, eun daouzek bloavez bennak diwezatoc’h, e tileurient davetañ eur c’hannadourez all, a gejas gantañ en Azia, e Babilon, e-lec’h m’en em gave, goude beza aloubet an hanter eus Azia (e nevez-amzer ar bloavez 323).

« Hellengar » e oa neuze ar Gelted, gouez da skrivagnerien an amzer-se. Kelted ha Gresianed e oa d’ezo an hevelep enebourien : Karthadiz pe Phenikianed Afrika er Spagn, an Etrusked en Italia, an Illirianed hag an Dhraked er broiou a-hed an Danuvios, hag e voe marteze, evel ez eus bet amgredet, emgleviou ha feuriou-skrid etre an diou bobl.

Trei penn a reas an traou e-doug an IIIvet kantved. War-dro ar bloaz 300, da heul brezeliou war a greder, eun darn eus ar meuriadou keltiek manet etre an Albis hag ar Rênos, a lusk war raok.

An eil re, kevredet dindan an ano a Velged [1], a ziberc’henn ar Gelted a zalc’he ar vro etre ar Rênos

  1. Belgas e keltieg koz, unander Belga. Anaout a raer an ano-den Belgios (skrivet ivez Bolgios). An ano-se a oa gant ar pen-vrezelour keltiat a faezas e gourenez ar Balkaniou, en IIIvet kantved kent H. S., armead Makedoniz. E Galia, diwezatoc’h, daou annezlec’h anvet Belgica vicus ha Belginum a zo meneget gant Roll-hent Antoninus ha Taolenn Peutinger (Rev. des Et. anc. 1913, p. 51). Kenveriet eo bet an hen-geltieg Belga, Belgas, ouz an iwerzoneg Fir Bolg, poblad-tud bet bras ar perz kemeret ganti en hena briz-istor diwar vojennou Iwerzoniz. Laket e vije bet d’ar Fir Bolg, o ano en abeg d’ar bragou hir ha ledan, henvel ouz seier (boïg « sac’h » en iwerzoneg, bulga en hen-geltieg), a oa penna darn o gwiskamant. Eur bobl ken brudet-all en hena briz-istor Iwerzon a zo hec’h ano Galiain, da lavarout eo en hen-geltieg *Galiani. Bez ’ez oa anezo emgenreizeka kadourien an enezenn. O arm boazieta a oa an doare goaf, hir ha ledan ar broud houarn warnan, a zo bet anvet dioutan unan eus pemp rann-vro Iwerzon : Lagenia, aet da Lahin en iwerzoneg breman (Leinster e saozneg).