Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
eun damskeud eus istor ar gelted koz

hag ar Sequana, hag a ziazez eno. Rann gevred Galia, manet betek-hen etre daouarn al Ligured, pobl rak-keltiek, a voe neuze aloubet gant ar Gelted ha kêr Vasalia, a oa bet savet gant ar C’hresianed er bloaz 600, a voe lakaet en arvar ganto evit ar wech kenta. Ac’hane ec’h argad darn eus ar Gelted-se korn biz-reter ar Spagn.

Bagadou keltiek-all a ziskenn red an Danuvios hag en em sil e gourenez ar Balkaniou. Meuriadou brezelgar ha niverus an Illirianed hag an Dhraked a zo trec’het ganto. Argadet eo Makedonia ha Ptolemaios Keraunos (ar c’hurun), a oa roue warni, lazet en eun emgann taer gant ar pep brasa eus e armead (e 281). E 280 ha 279 an Hellas a zo gwall-wastet gant ar Gelted hag ar santual meur a Zelf (Delphi), he fennlec’h relijiel, lakaet en arigrap. E 279 e sav ar Gelted ouz tor menez Haimos (Balkan) eur rouantelez e voe Tula ar gêr-benn anezi hag e paeas d’ezi ar c’hinnig ar meuriadou thrakiat a-ziwardro ha kêriou gresian ribl ar Bosfor, en o zouez Buzantion, a zeuas da veza Konstantinopl. Kelted all a ziazez en-dro da venez Skordos (Schardag) hag a gemer an ano ar Skordisked. Re all a ya betek Azia-Vihana ha goude hir-vrezelekaat, a sav, e kreizenn ar c’hourenez vras-se, rouantelez Galatia a voe kreñv a-walc’h da gaout, ouz rouanez Pergam, krogadou a gemeras diwarno kizellerien c’hresian testou delouennou ha skeudennou-bos brudet.


Ar bed keltiek. — D’ar mare-se emañ Keltia e barr he ment. N’eo mui eur vro, evit lavarout gwir, eur bed eo, oc’h en em astenn eus aodou ar Spagn, douret gant ar Mor-Bras, hetek bar Mor-Du, eus Iwerzon da Gappadokia. Kêr Vrigantion (Coruña hizio) er Spagn, rag-eeun da donnou ar Mor-Bras ec’hon-digor ha kêr Garrodunon, war ribl an Duras, e-keñver kompezennou divent Skuthia goz, a rae d’ezi evel he fella mein-bonnou d’ar Mervent ha d’ar Gevred.

Gwaz d’an impalaerded-se divuzul, he ment, disunaniez he mistri ha disunvanded ar poblou dastumet dindan an hevelep yeo, a zo eviti ken lies a benn-abeg a wanidigez. Gwir eo, er rannvroiou piaouet a-hell-zo gant ar Gelted, evel Galia (nemet an tu gevred anezi), enez-Vreiz hag Iwerzon,