Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
eun damskeud eus istor ar gelted koz

douar en em astenn etre ar stêr diweza-mañ hag ar mor Atlantek. D’ar mare-se, ma n’eo ket deut c’hoaz Keltia d’an ec’honder divent a dizo eun nebeut kantvedou goude, eur vro bras-tre eo koulskoude a-benn neuze. Skeudennet eo evel-hen gant eun douaroniour koz : « E kuz-heol Europa e sav Keltia etre penn-ahel-bed an Hanternoz ha kornog ar gedez. Mentek a-walc’h eo evit ma c’heller lavarout e talc’h damdost da balevarz Europa. Douret eo ar vro gant stêriou niverus ; frouezus eo, founnus eo an eostou warni ha stank ar chatal war he feurvaniou. Rannet eo e diou gevrenn gevatal gant ar Rênos a hañval beza, goude an Danuvios, ar vrasa eus stêriou Europa. »

Er pempvet kantved kent H. S. eun darn eus Kelted Galia a dremen er Spagn, dedennet moarvat gant mengleuziou arc’hant pinvidik ar vro-se a oa neuze en he barr ar c’hounidegez anezo. Diskar a reont an trevadennou bet savet eno gant ar Fenikianed, marc’hadourien degouezet eus ar Siria war-dro ar bloavez 1100 hag o komz eur yez semitek, karez-nes d’an Hebraeg ; lezel en o sav a reont avat ar c’hêriou savet gant ar C’hresianed, kevererien ar Fenikianed, war ribl ar mor Kreisdouarek.

Er pempvet kantved, a c’heller kredi, e perc’hennas ar Gelted, trec’het Illiriz ganto, ar vro ledet etre an Danuvios hag an Alpou, hag a gemeras diwezatoc’h an ano a Vindelicia, Raetia, Noricon. Da heul ar berc’hennidigez-se ec’h en em gavjont amezeien d’ar gompezenn ec’hon, pinvidik ha kaer eus Italia an Hanternoz, e oa ar broadou anezi dindan yeo an Etrusked, pobl c’halloudus kevredet gant ar Fenikianed a-eneb d’ar C’hresianed hag a rae, d’ar mare, al lezenn d’an darnvuia eus poblou Italia. E derou ar pevare kantved « war digareziou netra », gouez d’ar skrivagnerien goz, ar Gelted a ziskenn en Italia, a gann an Etrusked hag a gemer diwarno ar gompezenn ledan a zo treuzet gant ar stêr a anvont Bodinkos (Pô). D’ar mare-se e sav ar C’hresianed, ouz aber ar Bodinkos, kêr Adria, a roas hec’h ano d’ar mor nesa.

Eur pennadig goude an aloubadenn-se eo e c’hoarvezas ar c’henta krogad etre ar Gelted hag ar Romaned. Eur bagad Kelted a oa deut da c’houlenn digant an Etrusked eus kêr Glusium, ranna o douarou ganto. An Etrusked a c’houlennas skoazell digant ar Romaned hag ar re-mañ a gasas kannadourien d’ar Gelted da skoulma eun emgleo. Berr-boell a-walc’h e voe ar gannadourien-se evit kemer perz en