Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
notennou diwar-benn ar gelted koz

doare, marteze diwar an Xt kantved kent H. S., dedennet emichañs gant mengleuziou pinvidik ar vro-se a bourchase ar staen ret d’ober armou arem. War-eeun dre vor ez ejont di, kredabl, rak, ho pet koun, e-pad maread an arem war e hed hag a-raok, e-pad diweza oadvez maread ar maen (XXX-XXet kantved kent H. S.) e veze darempredou dre vor stank a-walc’h etre enez-Vreiz hag Europa an Hanternoz [1].

War an douar-bras ar c’henta broiou gounezet gant ar Gelted a voe, hañvel eo, ar rannvro meneziek ha koadek en em astenn e kreisteiz o bro betek an Danao uhela hag hanternoz ha sav-heol Galia (war-dro ar VIIt kantved kent H. S.).

Er VIet kantved kent H. S. e piaoue ar Gelted, ouspenn ar vro bevennet gant ar stèriou Albis, Danuvios, Rênos, an

  1. War-eeun eus enez-Vreiz e vije aet ar saverien taoliou-maen da ober o annez e Skandinavia. Testeniet eo ahendall an darempredou etre enez-Vreiz hag ar riblennad-aod a ya eus genaouiou ar Roen d’an Arvorig a-hed an hevelep rannoadveziou ha marevez an houarn penn-da-benn. Eus genaouiou ar Roen e vije aet Tud ar c’hrugellou-krenn (Round Barrows) da zilestra er gevrenn-aod a enez-Vreiz etre Aber Davoez, hag Aber Forz. Diwezatoc’h kalz, e gre Kaesar, ar Venaped, ar Vorined, ar Wenedourien o doa bigi ha listri eleiz a rae an treiz etre enez-Vreiz hag an Douar-bras. Anat eo ivez ez eus bet darempredou dre vor stank a-walc’h etre Iwerzon, an Arvorig hag al ledenez Iberek e-pad an eilvet hag ar c’henta milved kent H. S. H. Breuil, Les Pétroglyphes d’Irlande, war Rev. Archéol. 1921, I, pp. 75-8 ; Pedro Bosch-Gimpera, La Migration des types hispaniques à l’énéolithique et au début de l’âge du bronze, id. 1925, II, pp. 191-209 ; Nils Aoberg, La Civilisation énéolithique dans la péninsule ibérique, 1922. An darempredou dre vor etre Iwerzon, Kornog Galia hag Iberia e-doug an oadvez kelt-ha-roman a zo bet studiet gant Zimmer ha J. Loth. Skeudennou bigi eus oadvez an arem kizellet war rec’hel ar Bohusland (Sveden) a vo kavet e levr Montelius-Reinac’h, Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves, 1895. Teurel meiz war gement-man : n’oa ket listri-mor an Hen-amzer, en abeg da skorted al levierez war o bourz, evit ober treizadennou hir-hir a-dreuz d’ar c’heinvor. Dianav e oa da Hen-amzeriz ar stur-stambod war vudurunou. Ober a raent gant ar roenv-aroz pe roenv-sturia a zo seul disteroc’h hec’h efedusted ma ’z eo brasoc’h al lestr leviet ganti. Gant-se, ne oa listri-mor Hen-amzeriz nemet bagou bras hep gorre-bourz didreuz d’an dour warno, sklat pe peuz-sklat o strad, penseüs a-walc’h, mat hepken d’ar ribla-aodou. E derou an XIIIet kantved goude H. S. eo e voe ijinet ar stur-stambod war vudurunou. Dre ar galloud-levia dispar a zo enni, e tigoras an hent da wellaennou a bep seurd e ment al listri, en o c’herzerez hag en o gouelierez. Komandant Lefebvre des Noëttes, De la Marine antique à la Marine moderne : la révolution du gouvernail, 1935.