Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
notennou diwar-benn ar gelted koz

rijenn a zo bet klasket da gaout digant Iwerzon ar Grenn-amzer, ha gant gwir abeg, evit doare, pa ’z eo gwir he deus miret hena lennegez krenn-amzerel ar vro-se envoriou eus eur sevenadur henvel meurbet ouz sevenadur Kelted an Hen-amzer. Ar werzawouriez e boaz en Iwerzon e-pad ar Grenn-amzer a zo eur werzawouriez sillabennek gant klotennou-dibenn. Anat d’an holl andon romanek pe izel-latin ar werzawouriez-se. Araok ar VIIet kantved goude H. S. koulskoude, ez eus bet en Iwerzon eur werzawouriez dishenvel diouz hounnez ha diazezet, neket war niver ar sillabennou, hogen war ar pouez-mouez er geriou. Ar genganez — eur genganez a-grenn diouti hec’h-unan — a zo o ren er werzawouriez-se bet miret d’eomp skoueriou anezi gant eun nebeut barzonegou savet en eun iwerzoneg eus ar c’hosa. Bez ’ez eus henvelderiou etre an hen-werzawouriez iwerzonek-se ha hen-werzawouriez ar sadornian latin. Unan a zaou. Pe levezoniet eo bet ar werzawouriez iwerzonek gant ar werzawouriez latin poblel e-pad ar Ia, an IIet, an IIIet, ar IVet hag ar Vet kantved goude H. S. [1], pe distag an eil diouz eben eman an diou werzawouriez, nemet eur genandon o deus bet en oadvez-hont eus ar ragistorvez (etro ar XVet kantved kent H. S.) a zo bet graet anezan gant ar yezoniourien oadvez italiadekkeltiek [2]. An hen-

  1. E-pad ar pemp kantved-se eo bet stank an darempredou etre Iwerzon, Kornog Galia (Pixtovon Poatou diwezatoc’h — ha Santonikon — Saintonge — dreist-holl) ha kevrennou roman enez-Vreiz. Eus Kornog Galia e teue da Iwerzoniz ar gwin, fin Gall, fin a tirib Gall, evel ma lavarent en o yez krenn-amzerel. Gant Zimmer ha Loth eo bet studiet an darempredou-se dre vor. A-goz e savent er ragistorvez, pa ’z eo gwir e oa anezo abaoe rannoadvez an armou maen ha kouevr (trivet milved kent H. S.) Loth, Relations directes entre l’Ibérie et l’Irlande à l’époque énéolithique, war Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, 1924 ; Relations directes entre l’Ibérie, l’Armorique et l’Irlande à l’époque énéolithique, id. 1925 ; W. Bremer, Ireland’s place in prehistoric and early Europe, troêt diwar an alamaneg, Dublin, 1928 ; Kuno Meyer, Early relations between Gaels and Brythons, war Y Cymmrodor, 1896 ; Rev. celt. 1910, pp. 254, 266 ; 1914, pp. 96-8. H. a.
  2. Diwar-benn an oadvez italiadekkeltiek, lenn levr Meillet a-zivout ar rannyezou indezeuropek ha dreist-holl e Esquisse d’une histoire de la langue latine, kenta mouladur, 1928 ; trede mouladur, 1933. An hendraouriez a zeu da genharpa ar yezoniez aman. Ar sevenadur eus an arem e Bohemia, Moravia, Silezia (etro ar XVet kantved kent H. S.) anvet sevenadur Unetice, a ziskouez beza diwar dourn gourdadou an Italiaded. Ac’hano en em led etrezek ar C’hreisteiz, en tu-all d’an Danao da genta, en tu-all d’an Alpou goude-se, war kevrenn hanternoz Italia. Diouz he relegou, e oa pobl Unetice eur bobl hiron, enni nebeutoc’h a dud d’ezo an neuz-ouenn hanternoziat (Homo nordicus) eget e-touez o nes-amezeien diouz tu ar C’hornog, pobl ar c’hrugellou (andon ar Gelted) a veve etre an Danao-uhela, stêr Sala ha mor an Hanternoz. Koulskoude, zoken pa voe aet da veva a-unstroll ganto an engroez duarded a oa anezo kentannezidi Italia, e treuzvevas a-hiniennou e-touez an Italiaded melenvleveien ha ruzvleveien, hag e voe laket an neuz hanternoziat da zarn eus o doueed : bleo melen (flava) e oa an doueez Roma (dea Roma) gant ar Romaned. A. Grenier, Les Gaulois, 1924 ; V. Gordon-Childe, The Danube in prehistory, Oxford, 1929 ; H. Hubert, Les Celtes et l’Expansion celtique jusqu’à l’époque de la Tène, 1932, pp. 220-1 ; Hahne, Das vorgeschichtliche Europa, Kulturen, Volker und Rassen, eil mouladur, Bielfeld, 1935.