velderiou stank e-kenver geriawouriez, soniadouriez, yezadouriez, a zo etre ar yezou keltiek diouz eun tu hag ar yezou italiadek (ombrieg, latin, sabelleg) diouz an tu-all, a laka anat o deus gourdadou ar Gelted ha gourdadou an Italiaded kenvevet kichen-ha-kichen en hevelep bro, kreizenn Europa, e-kerz an eilvet milved kent H. S. Maread ar c’henveva-se a zo bet graet anezan oadvez italiadekkeltiek.
Enskrivaduriou hengeltiek ha skritur. — Ar Gelted koz n’o deus ket skrivet levriou en o yez, nemet amprestet o deus darn anezo, a oa amezeien nes d’an Etrusked, d’an Ibered ha d’ar C’hresianed, o lizerennou digant ar poblou-se, ha graet eun implij bennak eus ar skritur kent poblou all an Hanternoz, Germaned ha Slaved. Graet o deus ganto enskrivaduriou war vaen pe war vetal (plom, kouevr, arem, h. a.) ha diellou stadou pe diegeziou evel rollou-niveri meuriadou pe dropellou, kontou gounidigez-douar pe genwerz, hag all. An niveraduriou hag ar c’hontou, skrivet war danvez dibad, rusk [1], prenn [2], kroc’hen, lien, n’int ket
- ↑ Kenveria an iwerzoneg barc « levr », bardann « levraoueg », germaneg barc « rusk », indezeuropeg *bharg, Rev. celt. 1920-1921, p. 304.
- ↑ Geriou evel ar c’hembraeg cywydd, an iwerzoneg cubaid « kenrim, kenson », o c’houlenn an eil hag egile en o diagent eur stumm hen-geltiek *komvidus « kewez, kenwez », a laka anat, eme an aotrou Jozeb Loth, e oa, en amzer ma rae Gouezeled ha Brezoned eur bobl hepken, eun doare-skritur war brenn (pe gant prenn), Rev. celt. 1911, p. 195 ; Le sort et l’écriture chez les Celtes, war Journal des Savants, 1911. En holl yezou nevez-keltiek e veze graet gant doareou-lavar evel teurel prenn (en iwerzoneg crannchur), tenna prenn (ac’hano ar c’hrenn-vrezoneg prenndenn) evit lavarout consulter le sort, tirer au sort. Anavezet e oa an tenna prenn gant ar C’hermaned. Prenn-aval eo a oa e boaz evit se.