Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
ar yez hag al lennegez


Pedennou, kanaouennou-hud. — Menegomp : 1° pedenn Voudikka da zoueez-veur he foblad ; — 2° ar malloziou taolet gant drouized enez Vona pa zegouezas ar Romaned ; — 3° kanaouennou-hud gwerc’hezed enez Sena (Sun) a c’hell dichadenna kounnar an avel hag ar mor ; — 4° ar c’halvadenn d’an evned sakr e-touez Kelted ar Reter : pa veze argadet ar vro gant hedou kilheien-raden, e kanont pedennou hag e tisplegont lidou sakr a laka an evned da zont war-dro.


Perz al lennegez e buhez ar Gelted. — Gant an hudourien (vatis, veletes} dreist-holl e veze savet ar c’hanaouennou diougana. Lodenn ar varzed a oa ar meulganou, ar flemmganou hag ar barzoniezou-brezel, hag hini an drouized ar c’hanaouennou lid, kentelius pe danevellus. Hogen an uhelidi, a zeske int-i o-unan gwerzennou e-leiz en o yaouankiz, a gleve anezo er banveziou hag en ergerziou hag o c’hane en emgannou, a dlee sevel ivez gwerziou alies, evel m’her grejont diwezatoc’h en Iwerzon hag e Kembre. Al lennegez, ar varzoniez dreist-holl, a oa eta bras ar perz anezo e buhez an noblañs keltiek.


Ar werzawouriez hen-geltiek. — Dianav eo d’eomp. Goulakaet ez eus bet gant John Rhys, Celtic Inscriptions of France and Italy, e oa darn eus an enskrivaduriou galianek deuet betek ennomp gwerzennou c’houec’hmentadek diazezet an hesoniez anezo war an taol-mouez [1]. Nemet eus ar marevez kelt-ha-roman e teu d’eomp an enskrivaduriou-se, ha trôet marteze e oa bet a-benn neuze ar C’halianed da henvelekaat en o yez gwerzawouriez ar Romaned. Fur ne vefe ket kredi ez eo bet ar werzawouriez-se an hini a oa gant ar Gelted d’ar mare ma vevent en o frankiz, disyeo o spered diouz levezon barzoniez ar C’hreisteiz. Skle-

  1. Sed aman diou skouer eus an enskrivaduriou-se :

    Martialis Dannotali ieuru Ucueti sosin keliknon
    Etik gobedbi dugiiontiio Ucuetin indu Alisiia.
    Licnos Contextos ieuru Anvallonacu canecosedlon.

    Ar ger canecosedlon, bet diskleriet dre veur a hent, a dalv hep mar ebet « kador-zunv », Rev. celt. 1930, pp. 200-1. — A-zivout henventadouriez ar Gelted, lenn ali J. Loth, id. 1903, pp. 86-94. Diwar-benn andoniou indezeuropek mentad varzoniez Gresianed an Hen-amzer : A. Meillet, Les Origines indo-européennes du mètre grec, 1923.