Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
notennou diwar-benn ar gelted koz

nos ouz Hannibal, er bloaz 218 kent H. S. War eun dro gant ar c’han-se e oa eur c’horoll ma hejed ennan e muzul ar skoedou hag ar goafiou.

3° kan brezelourien Voudikka kent an emgann eus ar bloaz 61 goude H. S.

k) ar ganaouenn-drec’h goude an emgann. Menega a c’heller :

1° ar c’han kanet goude emgann Klusium, e 295 kent H. S. gant ar varc’heien geltiat, a-ispilh ouz kerc’henn o c’hezeg pe pintet e beg o goafiou pennou trouc’het ar Romaned trec’het ganto.

2° kan Boged an Itali, goude emgann ar bloaz 216, en eur gas da dempl o foblad penn ar c’honsul roman Postumius.


Kanaouennou tiegez. — Ne ro skrivagner ebet da anaout e vije seurt kanaouennou e-touez ar Gelted. Nemet n’heller ket nemeur diskredi o dije anavezet an doare barzoniez-se a rae berz, d’ar mare, e-touez poblou en o c’hichen ha keit-ha-keit ganto evit o sevenadur. Skridou an Henamzer a veneg end-eeun kanaouennou banvez hag eured e-touez ar C’hermaned hag an Dhraked, kanaouennou-kanv e-touez al Luzitaned, kanaouennou maro pe emlaz e-touez ar Gantabred, kanaouennou-labour e-touez an Etrusked, hag all.


Kanaouennou diougan. — Diou skouer anezo a c’heller menega :

an diougan war ziskar Roma. P’en em skignas e Galia, e 69-70, ar c’helou e oa losket ar C’hapitol, e kanas an drouized ez oa bet kemeret gwechall ar gêr-se gant ar Gelted, nemet e oa manet templ Jupiter en e sav ha gantañ galloudez Roma. An tangwall m’edo bet losket gantañ a oa eun arouez eus buhanegez an doueed, o tiougana e oa aotrouniez ar bed o vont da dremen gant poblou an Hanternoz.

an diougan war zismantr Kamulodunon. En enez-Vreiz, nebeut amzer kent stourmadenn vras ar bloaz 61, e voe diouganet gant merc’hed, aet enno an alfo darlavariat, e vije hepdale pell dismantret Kamulodunon, m’o doa kêriz anezi tennet warno kasoni ar Vrezoned dre o c’hrizder, o gwalldaoliou hag o freizerez.