Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
ar yez hag al lennegez

bet buhezek a c’hell mirout da vat eur yez unvan en eur vro ec’hon.

Adalek an IIIet kantved kent H. S., e weler ar c’heltieg komzet e rannou Europa o vont war vrisaat eun draig. Gallout a reomp menega ar skoueriou-mañ :

1° Keltieg Iwerzon a vir ar q eus an indezeuropeg, a ya da p e keltieg an Douar-Bras. Da skouer :

Keltieg Iwerzon


qenqe
qennos
qrennos
maqos
eqos

Keltieg an Douar-Bras


pempe
pennos
*prennos
mapos
epos

Dalc’het eo bet d’an daou stumm disheñvel-se en eilyezou-bremañ ganet an eil (an iwerzoneg) eus keltieg Iwerzon, eben (ar brezoneg) eus keltieg an Douar-bras a gomzed e Breiz-Veur er c’henta kantved kent H. S. :

Iwerzoneg


coic
cenn, ceann
crann
mac
ech

Brezoneg


pemp
penn
prenn
mab
ep « marc’h » (er ger kenep)

2° Dindan ar Romaned hag a-raok marteze, e keltieg ar Spagn, e voe lezet da goueza dirak an t ar gensonenn-gorzailhenn c’houezadennet x (skrivet k peurliesa) [1], a oa miret dre-holl er broiou all.

Keltieg


ambaxta, ambakta « matez »
rextus, rektus « *reiz »
sextos, sektos « *seizvet »

Keltieg ar Spagn


ambata
retus
setos [2]

  1. Eul lizerenn e oa ha d’ezi daou son en unan, heñvel ouz ar khi e gresianeg, a zo deut da ch e latin (distaget k-h) ha da ch ivez e galleg (nemet distaget e vez evel k, da skouer écho).
  2. Setos a oa ano eur poder a Darrako (Tarragona) dindan aotrouniez ar Romaned. Retugenos « mab ar reiz » a oa, er bloaz 133 kent H. S., unan eus pennou Kelted Numantia.