Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
notennou diwar-benn ar gelted koz

(Litchfield eo an ano saoznek) ha war an Douar-bras, e Galia, Bivarokêton, Borvokêton, Taxokêton, h. a. (stank e bro an Drevired, a-gleiz hag a-zehou d’ar Rênos, an anoiou-se a zo kêton « koed, koad » an eil gevrenn anezo).

Ar brezoneg a zo gantan eur ger iskis pengamm. Steuzia a ra avat an iskister pa drôer da sonjal ez eo pengamm diwar eun hen-geltieg *pennokambos « a zo kamm e benn ». Kenveria Pennovindos « gwenn e benn » a vije deuet da vrezoneg Penwenn. Henvel eo evit ar c’hembraeg nerthfawr « nerzveur » a c’houlenn en e ziagent Nertomâros « bras e nerz ».

Skoueriou-all eus ar stumma anoiou dre genstrolla geriou a c’heller menegi evel Atepomâros « bras dre e varc’h mat », aet d’hen ober ar c’hentger ate, epos « marc’h », mâros « meur », ha Belinatepos « marc’h mat Belinos », ennan an ano-doue Belinos, ar c’hentger ate hag epos. Atepomâros a zo bet ano meur a Gelt en Hen-amzer, hag e lenner Belinatepos war eun enskrivadur eus Equolesima (Angoulême).

An hen-geltieg a zo bet d’ezan eur ger lama « dourn », aet da iwerzoneg lam, da gembraeg llaw, da grenn-vrezoneg lau. Eus lama e voe tennet, ouspenn anoiou doareet evel sulamia « ampartiz », dulamia « dizampartiz », eur ger lamos « dourn gantan, en deus dourn » a ya da genta kevrenn pe da eil gevrenn en anoiou-tud evel ar re-man : Korolamos « dournet da stlepel » roue bog en Italia en IIIvet kantved kent H. S. (faeza eun armead-Romaned, a reas, o laza outo tri mil den), *Argantolamos « en deus eun dourn arc’hant » aet da Argatlam en iwerzoneg (kenveria Argantokoxos « a zo arc’hant e c’har », Kaledoniad brudet e skridou an Hen-amzer), *Lamargentios « a zo arc’hantet evit pez a sell e zourn » aet da gembraeg Llawereint [1].


Rannyezou an hengeltieg. — N’hallfe eur yez en em furmi gant eur stumm diouti hec’h-unan, nemet en eun dachennad-vro dister. Mar deu d’ar yez-se, da heul trec’h-brezel pe enbroadi peoc’hek, en em skigna da bell, emañ e tu d’en em ranna en eilyezou a ya atao war zisheñvelaat. Eur renerez-stad unanet mat hepken, pe c’hoaz eul lennegez meur-

  1. Ar ger durno en hen-geltieg a dalveze kement ha « dourn serret, meilh-dourn ». — Lama a zo stumm hen-geltiek ar ger indezeuropek aet da latin palma. Eus heman e teu ar galleg paume « palv-dourn ».