Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
notennou diwar-benn ar gelted koz

E keltieg ar Spagn e veze skrivet Kamalos an ano-doue skrivet Kamulos e Galia.

3° En deiziadur kavet e Coligny (departamant an Ain), meur a furm geriou, da skouer midios « kreiz » e-lec’h medios, a heñvel tenna d’eun eilyez komzet er c’horn-bro-se eus Galia.

4° Etre keltieg Iwerzon ha keltieg an Douar-bras deuet da veza ar brezoneg komzet en darn-vuia eus enez-Vreiz, e heller merzout, dre hent an iwerzoneg, eun nebeut dishenvelderiouïgou ouspenn hini ar q-p meneget uheloc’hik dindan an unanveder. Sed aman eur skouer anezo. Ar galian-romaneg ambosta « flac’had » a zo eur stumm diwezat strisaet diwar eur galianeg *ambibosta [1]. E-lec’h *ambibosta e lavared e keltieg Iwerzon *embibostu. Ac’hano an iwerzoneg imbas [2]. Evel-se an iwerzoneg Imchath a c’houlenn en e ziagent eur stumm hen-geltiek *Embikatus, dishenvel eun draïg diouz ar stumm Ambikatus e boaz war an Douar-bras. D’an hevelep rannoad marteze e tenn fatadur an n dirak an t e keltieg Iwerzon :

Keltieg an Douar-Bras


Keltieg Iwerzon


Iwerzoneg


nanti
kantalon
karbantos, karpantos
drukanto

*nenti, *neti
*kentalon, *ketalon
*karbatos, *karpatos
*drukato

neit « emgann, gloaz »
cetal « kan, kentel »
carpat « karr » [3]
drochat « pont » [4]


War a weler dre ar skoueriou-se, dister dra ne oa ken an disheñvelderiou etre eilyezou an hengeltieg, ha n’heller e

  1. Bosta eo andon ar brezoneg boz. Diwar-benn st hen-geltiek deuet da s, z, kenveria an hen-geltieg glaston « pastez-liva, kerboulenn » (Isatis tinctoria) deuet da vrezoneg glas, glaz.
  2. Rev. celt. 1917-1919, pp. 311-2.
  3. Ar c’hembraeg cerbyd « karr » a zo amprestet diouz an iwerzoneg. Diwar karbanto eo ar brezoneg karvan. Ar galleg charpente a zo diwar eur stumm latinaet carpentum.
  4. An hen-geltieg drukanto a veze graet eus eun hent prenn (dru a dalv « koad, prenn ») digoret a-dreuz d’ar geuniou dre ziskar kefiou-gwez hag o lakaat stok-ha-stok war an douar, Rev. celt. 1913, pp. 229-30. Eun doare-hent hennez mat da derri o divesker d’ar c’hezeg, eme Mandat-Grancey, goude hen aproui er Stadou-Unanet (lec’h ma vez graet anezan corduroy-road).