An hen-geltieg eus an Xet kantved kent d’ar IVet kantved goude H. S. — E-pad ar maread amzer-se ne ziskouez ket ar c’heltieg beza bet trôet tre diwar e genta furm. Peurziflach ne oa ket manet avat hag e c’hellomp kaout, ouz skleur ar yezadurez vremañ, eun damskeud eus ar c’hemmadennou anezañ. Setu amañ ar re bouezusa :
Furmou koz *bhrigantinos « brientin » |
Furmou nevez brigantinos |
Keltieg ragistorek pe henistorek (Xet - Vet kantved kent H. S.) eo ar furmou bhrigantinos, roudhos ha gheimos. Nevios a c’hell beza yez ar Vt kantved kent H. S. hag, er c’hantvedou da heul, ne lavared nemet novios dre ar bed keltiek holl. Tota, tausios ha brio a zo anezo furmou diwanet diwezat er yez keltiek eus an IIIt d’ar IVt kantved goude H. S. [2]. Diwar geriadur galianek Endlicher (Vet - VIet kant-ved goude H. S.) eo brio.
Ouz ar pennad diweza a zo bet e buhez ar galianeg e
- ↑ Al lizerennou-c’houez bh, dh, gh, eus an indezeuropeg, a oa eus pep hini anezo daou son en unan ; son ebet ne gaver er yezou-bremañ da rei eun tañva anezo.
- ↑ Er c’houlz-se e veze lavaret briantinos. Koueza a ra al lizerenn g etre vogalennou e geriou all, er IIIet hag er IVet kantved goude H. S., da skouer vertraos, leua, seusios, e-lec’h vertragos, leuga, segusios.