Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
ar yez hag al lennegez

tenn ivez an anoiou savet war bouez geriou distroll evel Briva Sarta (hizio Brissarthe, departamant Men-ha-Loar) e-lec’h *Sartobriva, diouz ar stumm sevel anoiou dre genstrolla a oa o ren e-pad m’edo ar c’heltieg e barr e nerz, da lavarout eo komzet gant uhela renkadou-tud ar gevredigez. Kenveria Samarobriva « pont Samara (Sumina) » (Somme hizio) a oa e-kreiz ar Ia kantved kent H. S. ano ar ger anvet diwezatoc’h Ambiani (Amiens), Karobriva « pont Karos (Cher) » (hizio Chabris, Indr), Salerabriva « pont Salera (Sauldre) » (Salbris, Loer-ha-Cher), h. a.

Calliomarcus « testiculus equi » hag epocallium « equi testiculus » a oa e latin Gallia, dindan an Impalaered, daou ano a ouenn geltiek laket d’ar blantenn anvet ungula caballina. Nemet diwar o stumm ez eo anat n’int ket ker koz ha ker koz. Calliomarcus a zo latinidigez eun izel-geltieg *kallio marki. Epocallium en enep a zo latinidigez eun uhel-geltieg *epokallion, eur skouer vat hounnez eus ar sevel anoiou dre genstrolla geriou e boaz gant ar c’heltieg pa veze komzet gant ar peb uhela eus ar boblans [1]. Gwelloc’h skouer c’hoaz a zo degaset d’eomp gant an ano teir c’hevrennek a zen Urogenonertos « nerzus evel ganadur an ejen-meur » a lenner war maen-bez eur soudard koz bet beredet e Lugudunon (Lion-war-Ron).

Treuzveva e brezoneg betek hon amzer en deus graet ar c’henstrolla geriou diouz giz an hen-geltieg. Ouz Gabrosenton, ano-lec’h hen-geltiek en enez-Vreiz, a zo e dalvoudegez ger-evit-ger « gavrhent », da lavarout eo « hent-gavr », kenveria ar brezoneg-breman karrhent a vije bet ez reiz en hen-geltieg *karrosenton. Ouz an ano hen-geltiek a zen Esunertos [2] a dalv da lavarout « nerzus evel Esus » pe marteze, ez relijiusoc’h, « a zeu d’ezan e nerz eus Esus », kenveria an ano-den krenn-vrezonek Doenerz « Nerz Doue » pe « Nerz eus Doue ». Ouz Halgoed, ano-tiegez anavezet-mat e Breiz, diwar eun hen-geltieg Salokêton, kenveria an ano-lec’h a enez-Vreiz Lêtokêton, aet da gembraeg Llwydcoed

  1. Rev. celt. 1917-1919, p. 24. Diarvar a-grenn n’eo ket an diskleria kaltio dre kall, kell « testiculus ». Bez’ ez eus bet en hen-geltieg eur ger *kalio « gwenodenn » en deus treuzvevet en iwerzoneg caille. *Kallio marki hag *epokallion o deus beb a genvereg er brezoneg troad-marc’h, pao-marc’h « andeledenn, louzaouenn ar paz » (pas d’âne, tussilage e galleg) hag er c’hembraeg marc’halan (elecani-pane e saozneg ; aunée, oeil-de-cheval e galleg).
  2. Engravet war eur pod eus Londinion (Londrez).