Eun dra a zigemme ar muia ar c’heltieg diouz ar yezou indezeuropek all hag a rae anezañ eun eilyez diouti hec’h-unan : kollet en doa ar p eus ar vammyez indezeuropek, e penn ar geriou pe en o diabarz etre diou vogalenn, e-lec’h e oa bet miret ar p-se, en eur furm pe furm, gant ar yezou indezeuropek all, gresianeg, latin, germaneg, hag all. Da skouer :
Indezeuropeg pare (para e gresianeg) |
Hengeltieg are |
Brezoneg ar (en arvor, argad, arvrec’h) |
pltano (gresianeg platanos) |
litanos |
ledan |
plânos (latin plenus) |
lânos |
leun |
plârus (hen-c’hermaneg florus, saozneg floor) |
lâros |
leur |
prtus (latin portus, hen-c’hermaneg furdus) |
ritus |
rit (« roudour » en hen-vrezoneg) |
uper (gresianeg huper, latin super, alamaneg über) |
uer, ver |
gour- (e gourc’hemen, gourlano, gourzao) |
upo (gresianeg hupo) |
uo, vo |
gou- (e gouzañv, goubenner, gouer) [8] |
- ↑ Deut da oeth en hen-iwerzoneg.
- ↑ Deut da uuert en hen-vrezoneg, gwerz e brezoneg-bremañ.
- ↑ Deut da eid en alamaneg, oath e saozneg.
- ↑ Deut da wert « priz » en alamaneg.
- ↑ Deut da marah en hen-alamaneg.
- ↑ Deut da egida en hen-alamaneg.
- ↑ Deut da witu en hen-alamaneg ha vudu e saozneg koz Breiz-Veur, saozneg-bremañ wood.
- ↑ Gouver (ha gouverenn) a zo reisoc’h, ar ger-se o veza aet d’hen ober gou + ber (ar wrizienn-c’her a zo e bera). Ar stumm hen-geltiek a zo *voberinio, *voberinia : eur waz-dour eo o redek dindan ar gwez, a-dreuz d’eur c’hoad (J. Loth). Kenveria Voberna, bourc’h gant ar Genomaned, pobl geltiek en Italia, hizio Vobarno, war stêr Chiesa, Val Sabbia, provins Brescia, Rev. celt. 1917-1919, p. 309. Kenveria ouspenh *Vobera, hizio la Woèvre, kompezenn e-harz Verdun. — Kemmeska gour ha gou he deus graet ar bobl dizesk e brezoneg. Eun dra dleet eo d’an dud, deskadurez d’ezo, o digemmeska, rak tremen hep an daou c’hourfenc’her-se n’heller ket ober. Ret-holl ez int da vuhez ar brezoneg.