Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
notennou diwar-benn ar gelted koz
Latin vir hippos mannus |
Ar c’heltieg hag ar germaneg a oa heñvel dre ma oant savet o-daou diwar an indezeuropeg ; heñvel e oant c’hoaz a-hend-all dre ma oa bet ar poblou a gomze anezo amezeien dost, a-hed kantvedou, er c’hompezennou bras war ribl Mor Hanternoz hag ar Mor Baltik. En eun tu emaint da rei an hevelep talvoudegez d’eur c’halz a c’heriou a sell ouz an tiegez, ar renerez, ar reiz, ar brezel, an ti, an arrebeuri, an douaroniez. Setu amañ eun nebeut skoueriou :
- ↑ Deut da fer en iwerzoneg, da gour e brezoneg.
- ↑ Deut da faith en iwerzoneg.
- ↑ Miret en anoiou-tud Kadvan (Katumannos) ha Morvan (Morimannos).
- ↑ Deut da fin en iwerzoneg.
- ↑ Deut. da orbe en iwerzoneg.
- ↑ Deut da wini « keneil » en hen-alamaneg.
- ↑ Deut da ambath en hen-alamaneg.
- ↑ Deut da erbe en alamaneg.