Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez

maouez yaouank [1]. Cessair an hini a stagas da zifraosta Iwerzon.

An drede argadenn e voe hini Partholon, mab Baath « ar mor », a zeuas gant dek kant a geneiled ken paotred ken merc’hed, da zouara e korn mervent Iwerzon, a faezas ar Fomoreed hag a gendalc’has da zifraosta kompezennou an enezenn. Eus ar Spagn e teue Partholon goude laza e dad, Bel e ano, a oa roue war ar vro-se.

Ar bevare argadenn e voe hini Nemed (*Nemetos) hag e vibien a dizas Iwerzon goude merdei e-pad eur bloavez hanter. Eus bro-Spagn e teuent, evel Partholon. Trec’het e voe ar Fomoreed e pevar emgann gant Nemed, hogen mervel a renkas, dambrest goude, gant eur c’hleñved-red a sammas, a-unan gantañ, 2.000 eus e dud. Kollet ganto o fenrener, e kouezas pobl Nemed dindan yeo ar Fomoreed hag a voe mac’homet euzus. Rediet e veze d’ezo rei d’ar Fomoreed an diou drederenn eus ar vugale ganet gant o gwragez, an diou drederenn eus ar bloaveziad ed ha laez diwar o farkou hag o saout.

Ar bempvet argadenn e voe hini teir foblad anvet « gwazed Bolg » Fir-Bolg, « gwazed Domna » Fir-Domnann, ha « Galianed » Galiain. An teir foblad-se a zegouezas en Iwerzon digevret, war bep a strollad listri, gwazed Bolg da genta, re Zomna da c’houde hag ar C’halianed da ziweza. Ranna a rejont etrezo Iwerzon : tud Domna a zalc’has teir eus pemp kevrennad an enezenn, tud Bolg o devoe Bro-Ulad hag ar C’halianed al Leinster [2].

  1. Lakaet en deus an aotrou Rhys e c’hellje Cessair derc’hel lec’h eun doare-ger *Kestaris, diwar eur stumm kosoc’h *Kassitaris, *Kassiteris. Degaset en deus da goun e veze graet a-wechou eus Iwerzon « enez Cessair » en henskridou iwerzonek, hag en deus lakaet ar ger-se e kemm gant ar ger gresianek kassiteros a dalv, er skridou homerek (war-dro 800 kent H. S.), da verka ar staen. Hogen keltiek e orin, heñvel a-walc’h, e vije kassiteros. Eun ano-doarea er bazenn-gevatal e vije, a dalvoudegez gant « ken hetus, a het kement » diveret eus eur benrann-ger kassi-, « kaer, hetus, a het ». Ar Gelted, gounezet ganto enezennou ar gwalarn ha laouenaet gant ar c’hounidegez-se, o dije graet eus Breiz-Veur hag Iwerzon « an enezennou ker kaer ha ker kaer, hetus, dudius » (Kassiteras d’al liesder, pe Kassiterai, Kassiterê d’an niver-daou. Alies e c’hoarvez e vez graet eus eur metal ano ar vro a ro anezañ : evel-se, da skouer, e teu ano ar c’houevr eus Kupros, ano eun enezenn, hag, e galleg, bronze eus Brundusium, ano-kêr.
  2. An teir foblad-se a zalc’h, en dezrevellou-meur, eul lec’h a bouez e-touez enebourien Kunokobros, Stetantios ha brezelourien Bro-Ulad, anezo ar gadourien vuia-karet gant ar fileed. An hevelep tu-ouz-tu a weler e lizeradur an hen-zoueou : diouz an eil tu, doueou mat an deiz, an amzer gaer hag ar vuhez, a raed anezo Tuatha De Danann ; diouz an tu-all, doueou fall ar maro, ar wall-amzer hag an noz, a anved Fomoreed. Ouz ar re-mañ e staged, e lennegez Iwerzon, ar penna eus an teir foblad enebourez a stourme outo kadourien Bro-Ulad : graet e vez a-wechou eus pen-rener ar Fomoreed dê Domnand « doue Domna ».