Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
notennou diwar-benn ar gelted koz

Ar c’houec’hvet argadenn e voe hini « tud doue Dana » Tuatha De Danann. Dont a rejont eus an neñv e-touez eul latarenn, gouez d’an doare-danevell a ra anezo doueou. Hervez an hini a ra anezo tud varvel, « e vijent deut dre vagou eus an inizi en Hanternoz ar bed, m’o doa desket enno ar skiantou hag ar breou, an drouiziez, an hudouriez hag ar gwidreou. Kement-se eo o lakeas trec’h d’ar poblou all. » Degas a rejont ganto pevar zra hag a rae marz : eur maen, eur goaf, eur c’hleze hag eur gaoter. Ar maen, a voe lakaet e Temair (Tara) a save dioutañ eur garm a hud dindan pep roue reiz o tont da ren war Iwerzon. Ar goaf a dalveze an trec’h da neb e zalc’he en e zourn. Den n’halle tec’hout diouz ar c’hleze kerkent ha m’edo dic’houinet. Kement hini a zebre eus ar gaoter a guitae ha gantañ anaoudegez-vat.

Kenta a rejont, goude douara en Iwerzon, e voe pulluc’ha o listri, da beurvouga en o c’halon pep mennad a zistro. Eur bras a emgann a renjont e kompezenn Mag-Tured ouz ar Fomoreed hag an teir foblad kevredet, Fir-Bolg, Fir-Domnann, Galiain. O faeza a rejont ha perc’henna Iwerzon.

O rener en o stourm ouz ar Fomoreed e oa Lug ( = *Lugus, tro-c’henidik *Lugôs) mab Cian (= *Kênos « Pell »), an doue e vil vicher ha mestr-touet war bephini anezo, a beb eil ha war eun dro marc’heg (*Markakos), karrvlenier (*Karbantarios, Essedarios) soudard (Kinges, Gaisatios), saver-krenvlec’hiou (*Ratarios), merdead (Moritex), mezeg (*Legis), hudour (Toutakos ), gov (*Gobans), aremour (*Kerdastos), h. a. [1].

Ar seizvet argadenn a voe hini mibien Mile, anvet ivez Goedeli « Gouezeled » [2]. Eus ar Spagn e tegouezjont [3]

  1. Diwar-benn an doue Lug, lenn pennad J. Loth war ar Rev. archéol. 1914, pp. 205-28 : Le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves.
  2. Ar Skoted eo, Scoti er skridou latin.
  3. E skridou iwerzonek ar Grenn-amzer, techet da drei an hengouniou diouz skouer Evhemer, Bro-Spagn he deus kemeret lec’h bro an anaon hag an doueed, « ar c’hant hanter-kant enezenn bell » a sav e goueled ar C’huz-heol, en tu-hont da goummou ar mor-Bras. Da lakaat e kemm « an enezennou pella » ma oa deut ac’hano eun darn eus poblou Galia, diouz ma kelenne drouized ar vro-se.