Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
notennou diwar-benn ar gelted koz

ar c’hleze eo hag ar vouc’hal ; — Frailhet eo ar skouedou dre an hanter ; — Oadvez ar wall-amzer hag al laz eo, — Ken na varvo ar bed, — Ha n’en em esperno ken an dud, — Didruez an eil ouz egile. »

Beza a-walc’h, p’en em zere ker klok, er c’heñver-se, kelennadurez Iwerzon ha hini ar Skandinaved, e vije bet ar seurt kredenn tra voutin etre ar Gelted hag ar C’hermaned a-ziwar an Hen-amzer [1].

b) Danevellouriez. — Poblet e vije bet Iwerzon gant meur a ouenn argadourien, doueou ha tud varvel, degouezet koulz ha koulz all, darn anezo eus ar Spagn pe eus ar C’huz-heol (eus an douar lakaet gant ar mojennou d’an anaon ha d’an doueed), ar re-all eus ar C’hreisteiz, ar Sav-heol pe an Hanternoz.

Kosa argadenn e voe hini ar Fomoreed [2]. Doueou e oant hervez eun danevell a zo, tud, gouez d’eun danevell-all, anezo laeron-vor griz, gwir ziaoulien o dremmou tud. Erevent, euzadennou a oa ivez en o zouez : tud penn-gavr ha tud hep penn (evel tud dibennet e vez alies skeudennet ar re varo en hen-lennegez keltiek ha doueed ar maro e broiou-all, en Indez da skouer), tud glas o c’hen ha tud ruz o hini (kenveria henvoaz Albioniz — hag an Agathursed war an Douar-bras — d’en em liva penn-kil-ha-troad gant liou glas ar glaston « pastez-liva » hag ar c’hiz koz etrevrôadel da liva e ruz ar c’horfou maro), tud unlagadek, untroadek hag unvrec’hek (kement-se o tegas da goun an dro-gorf a hud anavezet mat dre hen-zanevellou Iwerzon : en em zerc’hel war eun troad, gant eur vrec’h hepken a-zispak hag eul lagad serret). Mentet-ramzel e oant hag e vevent diwar hemolc’h ha pesketerez. Douara a rejont en Iwerzon gant c’houec’h lestr, peb a hanter-kant paotr hag a hanter-kant plac’h warnezo.

An eil argadenn e voe hini Cessair, merc’h Bith « Bepred », a zeuas gant tri lestr. Daou anezo a benseas hag e voe beuzet kement a oa en o bourz. Treizerien an trede lestr hepken a ziskennas salo d’an douar e korn gevret Iwerzon ; Cessair eo a oa ha ganti he zad, daou baotr all, hag hanter-kant

  1. Lakaet ez eus ivez e c’hallje beza eun amprest eus Iwerzoniz digant Skandinaviz, nemet ar c’hontrol e ve ; gwelet ez eus enni, ouspenn, faltaziou diwanet diwar eur menoz kristen bennak.
  2. Arvarus ster ar ger Fomore : « boud dindanvorek » hervez darn, « ramz » hervez darn-all.