Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez

Mile [1], mab Bile. Hogen Bile, *Belos en hen-geltieg, a heñvel beza eun ano diwar ar wrizienn bel « mervel » [2]. Dereet en dije war ar poent-se kelennadurez Iwerzoniz ouz hini ar C’halianed a dremene ar Gelted, evel ez eus bet lavaret uheloc’h, da vibien doue ar Maro.

E kredenn Iwerzon e tle diwez ar bed dont en e raok gwall-reuziou ha skoueriou a vuhez fall seurt biskoaz. Goude an emgann bras savet e Mag-Tured etre an daou rummad doueou, doueez ar brezel Bodb (*Bodua), lezanvet Morrigu « ar rouanez-veur », a ya war benruniou Iwerzon, e glann ar gwaziou-dour, en aber ar stêriou, e bodadennou an Deuzed, da embann trec’h an doueou madoberus war ar Fomoreed du. O tiougana an amzer da zont, e tezrevel evel-hen diwar-benn diwez ar bed :

« Eur bed a welin n’am laouenao ket nemeur, — An hañv divleuñv, ar saout dilaez, — Ar gwez difrouez, — Ar mor dibesk. — Ar gozidi a zeuio ganto barnedigeziou diwirion, — Ar varnerien a raio diouz fals-sturiou, — Peb brezelour a vezo trubard, — Peb den a vezo laer, — Ar mab a savo e gwele e dad, — An tad a savo e gwele e vab, — Pep-hini a vezo breur-kaer d’e vreur. — Gwasat amzer ! — Ar mab a douello e dad, — Ar vamm a vezo touellet gant he merc’h. »

Evel-se ivez, e-touez ar Skandinaved, maro ar bed hag an doueou a zeu en e raok eur mareveziad torfedou hag euz. Ar « vala » (diouganerez) a sell e doun an Amzer-da-zont hag

« E wel eno o torimellat, — Er stêriou teo, — Tud du, muntrerien, — Ha fals-touërien, — Ha gwall-lorberien — Gwragez ar re-all. »

Dont a ra war ar bed goañvou hir, erc’hus, kriz, arneou, barradou-amzer, korventennou, eun heol a skuilh dre-holl anken e-lec’h levenez. An hudurniez, ar brezel, an dizunvaniez en em astenn war an holl zouar :

« Ar vreudeur a vuntr o breudeur ; — Bugale c’hoarezed — A skuilh gwad an eil egile. — Emañ ar c’hrizder-kalon o ren dre ar bed ; — An hudurniez eo ar rouanez. — Oadvez

  1. Mile, tro-c’henel Miled, a c’houlenn en e raok eur furm hen-geltiek, *Miles, tro-c’henel *Miletos. Eur bezskrid kelt-ha-roman eus ar Bannonia Izela a gaver ennañ an ano den Miletumaros « bras evel Miles ».
  2. Ac’hano an hen-geltieg *ate-beli « e varv », *atebelant « e varvont », deut diwarno en iwerzoneg epil, atbalat.