Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
notennou diwar-benn ar gelted koz

Ne voe ket, evit se, ar ouiziegez keltiek lazet trumm hag en holl d’an holl. Meur a hini eus ar c’havadennou brudeta, lakaet war ar vicherourien geltiat gant skrivagnerien ar C’hreisteiz, a zo bet graet, kredabl, end-eeun war-lerc’h an alouberez roman, etre ar bloaz 50 kent hag ar bloaz 100 goude H. S. Ouspenn-se, eun tamm pe damm eus kelennadurez an drouized a zo bet savetaet, ken gant ar skrivagnerien c’hresian pe roman, ken gant ar Gelted en em lakaas da skriva levriou e latin. Ar brudeta anezo eo Trogos (50 kent H. S. — 10 goude ?), anavezetoc’h dre e ano latinaet Cn. Pompeius Trogus [1]. Danevellour ha naturour e oa war eun dro. Eur skrid a eure War ar Plantennou hag unan-all War al Loened, hag e, savas, ouspenn, eun istor-meur eus ar Bed e 44 levr, ennañ kalz a draou pouezus diwar-benn ar Gelted, a anavezomp dre an diverradur a reas anezañ Justinus en IIet kantved goude H. S.


Ar ouiziegez gant Kelted Iwerzon. — Da heul an diskleriaduriou diwar-benn gouiziegez Kelted an Douar-bras, deut d’imp a-berz henskrivagnerien ar C’hreisteiz, ne vo ket didalvoud staga ar peadra eus kelennadurez Iwerzoniz ar Grenn-amzer, a hellfe sur pe suroc’h sevel d’ar marevez pagan [2].

a) Doueoniez ha bedoniez. — Iwerzoniz, da vihana ar re anezo a denne da bendiegeziou ar vro, a lavare diskenn eus

  1. Eur C’helt e oa eus meuriad ar Vokonted, a oa Vasio (Vaison) ar gêr-benn anezo. E dad-koz en doa brezelekaet er Spagn dindan Pompeius Magnus (76-71 kent H. S.) hag a oa bet graet gantañ bourc’hiz Roma. Ac’hano e kemeras e diegez an ano a Bompeius. Kemeret e oa bet e dad da jubenn ha da gannad gant Kaesar e-pad brezel Galia. Trogos a ouie, war eun dro, ar c’heltieg, al latin hag ar gresianeg. E istor, Historiae philippicae e ano, a zeraoue gant Ninus, roue an Assirianed, hag a gloze er bloaz 9 kent H. S. Skriva eun istor-meur a oa eun dezo dizanat c’hoaz d’ar Romaned. Trogos a henvel beza bet skañv a-walc’h e bluenn : gouzout a ouie bevaat e zanvez dre daolenni broiou ha diskleria plantennou ha loened. Gouzout a reomp e oa prizet uhel gantañ e zlead a zanevellour hag e tamalle taer d’an danevellourien roman Titus Livius ha Sallustius beza prestet da dud brudet en Istor prezegennou diwar o daouarn o-unan.
  2. Gwaz a se, nevesaet ha distummet eo bet skridou gouiziek Iwerzon gant lenneien a oa aet doun en o spered levezon ar Skritur-Sakr ha gouiziegez ar C’hresianed hag ar Romaned.