Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez

arridennadou komzou hud, enno nerz kuz e leiz, — gouez d’ezañ, — hag a zo bet savet, anat, e yez keltiek.

Eur meneg a ziforc’h a dleomp da ober eus mezeged an daoulagad (e latin medici ocularii, medici ophtalmici) [1], a heñvel beza bet stank e Galia hag en enez-Vreiz dindan aotrouniez ar Romaned. An dud ouiziek-se a oa anezo, war eun dro, mezeged hag apotikerien. Int eo a aoze al louzou a erbedent. Kavet ez eus eun niver siellou maen ma raent ganto da verka an traetou diboania a werzent d’o c’hlañvourien, ha da rei da anaout o anoiou ha doare al louzou. Unan eus ar siellou-se, kavet e Breiz-Veur war lec’hiadur Magna, a zo engravet war ar pevar zalbennig anezi ano ar mezeg-apotiker Titus Vindacius Ariovistus [2], ouz e heul, bep gwech, ano eul louzou anavezet ouz an droug daoulagad : aniketon, nardinum, khloron (diverket e oa ano ar pevare louzou) [3].


Petra e teuas da veza war an Douar-bras gouiziegez ar Gelted. — Evit kloza, e c’hellomp lavarout e oa anaoudegeziou ar Gelted kentoc’h teskadou eveziadennou piz eget skiantou gwirion : doareennou-natur a anavezent e-leiz ; n’anavezent ket, avat, al lezennou-meur a ren anezo. Gallout a reer gant kalz a wirionez, lakaat e kemm stad o gouiziegez, er c’henta kantved kent H. S., gant hini ar C’hresianed etre an Xet hag ar Vet kantved kent H. S. Hogen ar ouiziegez-se eus ar C’hresianed, daoust n’oa anezi nemet pennadou distag ha diglok, he deus ganet istoriou brudet Herodotos (Vet kantved) ha levriou ker brudet-all Aristotelès war ar plantennou, al loened, ar vezegiez, an naturouriez hag ar steredoniez (IVet kantved). Kemend-all a hallje c’hoarvezout gant Kelted an Douar-bras panevet ma teuas alouberez ar Romaned da vouga kelennadurez an drouized ha da sevel skoliou latin en Augustodunon (Autun), Trevires (Trèves), Burdigala (Bourdel), o lakaat dre se al latin e lec’h ar c’heltieg da yez ar ouiziegez.

  1. Hor ger brezonek koz mezeg a zeu eus al latin medicus, evel ma teu gramadeg eus grammatica. Amprestet int bet o daou da vare dalc’h ar Romaned.
  2. Keltiek eo ano ha lezano ar mezeg-se : Vindacius, pe gentoc’h Vindakios, a zo diwar vindos « gwenn » ; Ariovistos a zo bet, en IIet kantved kent H. S., ano eur roue kelt eus an Itali.
  3. Aniketon, ger gresianek da lavarout « didrec’hus », dre ma kreded e oa al louzou-se trec’h d’ar re-all ; nardinum, ennañ spikanardenn ; — khloron, eus ar gresianeg khlorôs « glas », en abeg d’e liou glas.