Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
notennou diwar-benn ar gelted koz

neveg. *Kavaromulo ha *kavaromarkos e vije bet stumm hen-geltiek an daou ano-se [1].


Ar vezegiez. — Ar mezeg a veze graet anezañ *lêgis e keltieg Iwerzon. Tremenet eo ar ger-se, war a greder, eus ar c’heltieg d’ar germaneg (goteg lekeis) hag eus ar germaneg d’ar slaveg (leku « louzou », lekari « mezeg »).

Meurbet e veze pleustret war ar vezegiez gant ar Gelted koz. En o zouez, anat a-walc’h, evel e-touez an darnvuia eus poblou all an Henamzer, e oa anezi impli louzaouennou, traezou enep-hud, oberiou ha lavariou achantouriez, hep gwir dalvoudegez ebet : an hanter eus al louzaouennou roet gant ar yac’haer keltiat d’e glañvourien n’o doa ken nerz nemet en o faltazi ; an eil hanter anezo, avat, a helle ober vad, diboania, yac’haat a-wechou zoken. Ouspenn-se, da gredi eo e oa deut an divinourien hag an drouized, boazet ma ’z oant d’an aberzou, da anaout madik a-walc’h diabarz korf an den hag an anevaled.

E-touez Kelted Galia, e talc’has ar vezegiez da veza enoret-tre goude donedigez ar Romaned. Anat eo d’eomp, dre an enskrivaduriou, e founne enni ar vezeged, hag ar mezegezed. Ar mezeg gresian brudet Claudius Galenus (eilvet kantved goude H. S.) a zo ano gantañ en e skridou eus eur C’helt, anvet Abaskantos, a rae mezegiez e Lugudunon. Eun darn vras eus ar vezeged-se a heulie kelennadurez ha reolennou mezegiez ar C’hresianed degaset gant ar Romaned. Nemet, diouz he zu, mezegiez koz ar Gelted, gant he louzaouennou hag he strobinellou, a zalc’has da veva, dreist-holl e-touez ar bobl vunut. Er IVet kantved goude H. S., Marcellus Empiricus eus Bourdel, en e skrid De medicamentis, en deus lakaet, e-mesk kelennou tennet eus levriou ar C’hresianed,

  1. Ar c’hembraeg cawr, kerneveg cauur, diwar eun hen-geltieg kavaros « ramz », a zo keur ar stumm brezonek anezan e keureug « rams-eog ».