Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
notennou diwar-benn ar gelted koz

des héros en Irlande, 1919 ; Rostovtzeff, Augustus (University of Wisconsin Studies in Language and Literature, niv. 15 ; renta-kont gant S. Reinac’h, war Rev. arch. 1922, II, p. 354). H. a.

Hervez kredennou Hen-amzeriz, e c’hellle an ene ermaeziet eus ar c’horf gwiska meur a stumm : loen (balafenn, evn, h. a.), bann-goulou, h. a. Kenveria ar bann-goulou a darze eus tal ar c’hadour meur iwerzoniat Setantios pa groge ennan e gaouad kounnar vrezelel (« loar ar c’hadour-meur » a veze graet eus ar bann-goulou-se). Hervez eur gredenn etrevrôadel e veze degaset an eneou war an Douar gant bannou an heol, ha ganto eo ez aent kuit eus ar Bed-man. An ene dieubet diouz e gorf a zo gantan stumm eur bann-heol, hervez Ploutarc’hos, De facie in orbe lunae. Henvel gredenn e-touez brahmaned an Indez, Rev. des Et. grecques, 1890, pp. 163-4. Ken etrevrôadel-all eo bet ar gredenn el lieseneegez : hervez paganed Skandinavia er Grenn-amzer, an den dister hepken a zo uneneek (ein-hamr) ; an den-meur, an den-dreist a zo lieseneek (eigi einhamr). Henvel gredenn gant ar Vantoued-vreman, L’Anthropol. 1929, p. 434. Ouz anate, en ano-den Anatemaros (enez-Vreiz) meneget en notenn 28, kenveria ar c’hembraeg enaid « ene ». Kenveria ivez, evit ar wrizienn-c’her, ar ger ano.

Diwar-benn an nevedou : Jullian, Chronique gallo-romaine, Notes gallo-romaines, passim, war Rev. des Et. anc. Penna tezenn Jullian, e oa da genta an nevedou, neket hepken kreizennou-azeulerez, hogen ivez kreizennou-labour (labour-douar, labour-metalou hag ijinerezou-all, kenwerzerez), a zo harpet gant imbourc’hiou Autran diwar-benn hena-sevenaduriou ar mor Kreiz-douarek [1]. Bernhard Laum, Heiliges Geld, Tubingen, 1924 (andoniou sakr ar moneiz ; renta-kont gant S. Reinac’h, war Rev. arch. 1925, I, p. 189). H. a.

A-zivout ar veleien : d’Arbois de Jubainville, Introduction à l’étude de la littérature celtique, 1883 ; Les druides et les dieux gaulois à forme d’animaux, 1906 ; S. Reinac’h, Un témoignage indirect et inapercu sur le druidisme, war Rev. archéol. 1922, I, pp. 302-18. H. a.

Kenveriadurez : Dumézil, Flamen-Brahman, 1935 ; La préhistoire des Flamines majeurs, war Rev. de l’Hist. des Religions, 1938 ; Mythes et dieux des Germains, essai d’interprétation comparative, 1939 ; Magnus Olsen, Le prêtre-magicien et le dieu-magicien dans la Norvège ancienne, war Rev. de l’hist. des Religions, 1935 ; Hocart, Kings and Councellors, Kaero, 1936 ; Méautis, Recherches sur le Pythagorisme, Neuchâtel, 1922. H. a. H. a.

Pennadou-skrid eus an talvoudusa war Rev. archéol., Rev. des Et. anc., Rev. de l’hist. des Religions, Mélusine, Rev. celtique, Pro Alesia, Celtic Review,

  1. C. Autran, Phéniciens, essai de contribution à l’histoire de la Méditerranée, 1920 (renta-kont war Rev. archéol. 1921, I, pp. 166-7) ; Tarkondemos, réflexions sur quelques éléments graphiques figurant sur le monument appelé « Sceau de Tarkondemos », 1922, teir feskenn embannet, a bouez-dreist ; La Grèce et l’Orient ancien, 1924 (mouladur distag ; diwar Babyloniaca, levrenn VIII, feskennou 3-4) ; Sumérien et Indo-européen : l’aspect morphologique de la question, 1926 ; Introduction à l’étude critique du Nom propre grec, eiz feskenn embannet, a bouez ; h. a.