Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

morse sklerijen Doue war-n-han, ha neuze e kerz atao enn amc’houlou. Gwirionesiou ar feiz ne c’hellont ket beza gwelet gant daoulagad ar c’horf, gant daoulagad an ene eo e vezont gwelet, pa zigoront sklear dre beden ar spered. An hini eta ne zao ket he spered evel-se gant ar beden, kaer en deuz ne wel ket ar gwirionesiou-ze, kaer en deuz sellet ne wel nemet tevalijen enn dro d’ezhan. Er stad-ze, paour keaz ma ’z eo, e krog e kement tra a c’hell da dizout hag e ra fae war draou an nev, war ar madou-ze a bado da viken ! « Petra-bennag ma kav d’e-omp, eme zantez Thereza, ne d-euz netra fall e-bed enn-omp, evelato rak-tal ma teu sklerijen Doue enn hon ene, dre beden ar spered, dioc’htu e welomp sklear petra omp ha petra dalomp, me lavar, nebeud a dra. » Sant Bernard a gred pa ne zao ket an den he spered war-zu an nev-dre ar beden, n’en deuz ket a heuz out-han he-unan, o veza n’en em anavez ket. Ar spered a zao evel-se war-zu an nev a c’hoar kas da Zoue kement a ra hag ive lakaat eur stur d’he garantez. Anez e teu da staga oc’h an douar hag e vez great pep labour dioc’h ar garantez-se, hag evel-se e vez pep tra penn-e-leac’h-penn.

19. — Eul leanez, enn eur bedi a galoun hag a spered, a glèvaz an aerouant o lavaret en devoa great da eul leanez-all dilezel he feden a galoun. Gwelet a reaz goude an droug-spered-ze deut a-benn euz he daol kenta, o

klask lakaat anezhi da bèc’hi gwasoc’h c’hoaz ;

6