Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

evesaomp ket oc’h a ra ar re all, dibaot eo enn ho zouez ar re a labour evit beza sent. Sant Bernard a lavar : « Mar fell d’e-omp ober evel an darn vuia euz an dud, e vezimp atao evel-d-ho pell braz dioc’h ar zantèlez. » Red eo trèc’hi pep tra, dilezel pep tra evit kaout pep tra, rak « evel na roomp hor c’haloun da Zoue nemet a-nebeudou, eme zantez Thereza, Doue ive ne ro ket d’e-omp, war eun dro, ar garantez a c’hell da rei. » Va Doue, kement tra a ra an dud evit Jezus-Krist a zo nebeud a dra, e-skoaz en deuz roet d’e-omp ; he c’hoad hag he vuez. Kement tra a c’hellfemp da c’hober evit Doue ne d-eo nemet fank e-skoaz eur berad hep-ken euz a c’hoad hor Zalver, euz ar goad sakr-ze a zo bet skuillet holl evid-omp. Ar zent ne zellont oc’h netra gant ma plijint da Zoue ha d’ho Zalver, a zo en em roet holl evid-omp, hep derc’hel netra enn tu diout-han, evit ma roimp ive d’ezhan kement hor beuz, hep derc’hel gan-e-omp netra e-bed. « Doue a zo en em roet holl d’e-omp, eme zant Krizostom, ha ne d-eo ket eta dleet ec’h en em rofac’h holl d’ez-han ? » Maro eo evid-omp holl, a lavar an Abostol sant Paol, evit na vevo den enn hon touez, nemet evit he garet.

18. — An trede hent a rankomp mont dre-z-han d’ar zantèlez a zo sevel ar spered enn nev dre ar beden. An hini ne zao ket he spered war-zu ar gwirionesiou a bado keit ha Doue, hen-nez, heb eur burzud braz, ne c’hell beva evel eur gwir gristen, ha setu ama perak : pa ne zao ket spered an den enn nev dre ar beden, ne zisken