Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —

hon-nez a ioa o vont da gaout lamm ha da goueza, pa deuaz al leanez-man da alia ha da zistrei anezhi dioc’h ar pec’hed. « Piou-bennag, eme zantez Thereza, ne bed mui a spered, a vezo hep dale hevel oc’h eul loen gouez pe oc’h enn droug-spered. »

20. — An hini a baouez eta da zevel he spered enn nev dre ar beden, a baouez ive da garet Jezus-Krist, rak ar beden a zo eur fournès santel, e-leac’h ma c’houez ha ma choum beo tan karantez Doue. Santez Katharina a Vologn a lavare : « An hini ne d-eo ket boaz da bedi a galoun a goll ar brasa mad a zo da lakaat an ene a-unan gant Doue. » Ne d-eo ket eur zouez eta e ve an den a zo he ene er stad klouar-ze lakeat gant an droug-spered d’en em vaga gant eur boed hag a laka da vervel, me lavar gant ar pèc’hed. « An dra-ze, eme zantez Thereza, ne c’hoarvez morse gant an hini a zalc’h mad da bedi a galoun ; kaer en devezo an droug-spered klask lakaat anezhan da bec’hi, mont a raio, dre c’hras Doue, da borz euruz ar zilvidigez, rak piou-bennag a gerz dre hent ar beden, a dizo penn an hent-se abred pe zivezad. » Lavaret a ra c’hoaz ar zantez-se : « Mar klask kement an droug-spered distrei an eneou dioc’h ar beden, ez eo dre ma c’hoar er-vad eo kollet evit-han an ene a gendalc’h da zevel enn nev dre ar beden. » Hag a vad a denn ar beden war eur c’hristen ! Sonjou mad, karantez tener, c’hoant stard d’en em rei holl da Zoue a ia gant-hi enn ene, ha neuze an ene a ziouer evit Doue holl joaiou an douar, hag