Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

ken dister da welet, na zalc’h stad e-bed anezhan he-unan. Neuze hep skuiza nag ehana tamm e-bed morse, neuze an den a labour kalounek evit gellout tizout stad huel ar zantèlez.

16. — Red eo ober dioc’h-tu ar pez hor beuz lakeat enn hor spered da c’hober, arabad eo gortoz warc’hoaz, rak piou a c’hoar ha ni hon devezo amzer divezatoc’h ? Evel-se, kristenien, heuillit ali an Eklesiast : grit dioc’h-tu ar pez a c’hellit, setu ama perak : pa vezo tremenet ar vuez-man, ne vezo amzer na galloud da c’hober na da zastum ar mad ; goude ar maro, ar pez a zo great a zo. Eul leanez a ioa klouar-meurbed he ene. Er gouent ma ’z edo, an tad Lansiniuz a brezegaz epad eur retred ; al leanez-man hep sonj e-bed da vont euz ar stad klouar-ze, a zelaouaz anezhan, da genta, enep he meno, ha goude m’e devoe klèvet he bennad prezeg, ez eaz d’en em strinka e-c’harz he dreid o lavaret : va zonj zo great, dont a rankan da veza santel ha dioc’h-tu e fell d’in labourat. Diwar neuze e labouraz e gwirionez ker kalounek ma varvaz, dre c’hras Doue, eiz miz goude evel eur zantez.

17. — Sant Charlez Borome a lavare ive pep mintin : « Hirio eo e teuan d’en em lakaat da zervicha Doue. » Evel-d-han a dleomp-ni lavaret ive, evel pa n’hor be great vad e-bed bete vrema. Hag e gwirionez, kement tra a reomp evit Doue ne d-eo netra, pa ’z eo dleet d’e-omp ober. Lakeomp eta bemdez enn hor spered, emaomp o paouez en em rei da Zoue, ha na