Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

lakaat holl etre daouarn an Aotrou-Doue, hag enn doare ma fell d’ezhan e vemp, o veza distag krenn dioc’h pep pèc’hed ; da lavaret eo, ar pez a ro da anaout gwella ema gras Doue gan-e-omp, eo kaout eur goustianz vad ha direbech. Mar fell d’e-omp beza sent, ez eo red e vemp kizidik e-kever hon ene ; diout-han e tleomp kas peb enkrez, o veza ma ’z en an enkrez-se noazuz braz oc’h an ene. E kement-man, kenta tra a zo da c’hober eo senti ouz an tad-kofesour ha trèc’hi ar boan spered, a zo eun dra ziskiant d’an ene da gaout.

15. — Goude-ze, e tleer en em lakaat a du da c’hober ar pez hep-ken a zo gwella e pep tra, da lavaret eo, ar pez a zo mad ha gwella dirak Doue. Sant Fransèz a Zal a ali ac’hanomp, da genta, d’en em starda mad bemdez ha bepred e-kever en em rei holl da Zoue, o lavaret aliez enn-omp hon-unan e fell d’e-omp beza holl d’ezhan hiviziken. Sant Andre Avellin en em c’hwestlaz da vont bemdez muioc’h-mui war greski er mad. Evelato, evit beza sant ne d-euz ezomm e-bed d’en em c’hwestla evel-se, red eo avad klask dont da veza santeloc’h-santela bemdez. Sant Lauranz Justinien a lavar pa vez eat eun den kalounek enn hent ar zantèlez, dre ma kerz enn hent-se, e kresk bemdez muioc’h-mui enn-han ar c’hoant en deuz da vont war wellaat, rak dre ma kresk pep deiz ar sklerijen enn he ene, e kav d’an den ne d-euz enn-han na mad na santèlez e-bed ; ha petra-bennag ma weler ez eo mad kement tra a ra, evelato e kav d’ezhan ez eo