Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

garg kentoc’h eget eun all, ha karet a ra an hini en deuz bet digant ar re ho deuz da welet war-n-ezhan ; d’ar pevare, evit kement a ra ne glask na beza meulet na trugarekeat, ha rak-se mar bez kavet eun abek-bennag enn-han, n’en deuz nec’h e-bed, enn enep laouen eo, o veza labouret evit Doue hep-ken. Mar bez meulet a-vad, he galoun ne c’houez tamm, ha lavaret a ra da c’hloar ar bed ar pez a lavare sant Iann Avila : « Kea kuit, re zivezad oud deuet, rak kement am beuz great, am beuz roet pell a zo da Zoue. »

6. — Setu pe dre hent e kerz an den war-zu joaiou ar baradoz ; o veza laouen gant ar pez a blij da Zoue evel ar servicher mad. « Mar hor beuz an eur-vad da ober eun dra-bennag hag a blij da Zoue, eme zant Krizostom, petra a c’houlennomp-ni ous-penn-ze. Ha ne d-eo ket ar brasa digoll, ar vrasa eurusded a c’hell eur c’hristen mad da gaout, gellout plijout d’he Grouer ? »

7. — Jezus-Krist ne c’houlen netra e-bed ken digant an ene. Bez’ e fell d’ezhan e ve atao evel eur ziel war galoun ha war vreac’h ar c’hristen, ha ne rafe he-man netra nemet evit plijout da Zoue. Hogen hag e ve Doue bepred dirak spered an den hag e penn an holl labourou a ra, mar fell d’ezhan beza sant, eme zantez Thereza, ne dle kaout ken c’hoant nemet da blijout da Zoue. Peger bihan ha pegen dister-bennag eo ar pez a vez great evit Doue e talvez muioc’h evelato eget kement a c’houfet da lavaret ; setu ama perak : kement a vez great