Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

ho mad hag ar pez a zo dioc’h ho diviz ha dioc’h ho zonj.

4. — An Aotrou-Doue a lavar : « Diwallit na rafac’h ar mad evit beza gwelet gant an dud, rak neuze ne vioc’h digollet tamm gant ho Tad a zo enn nev : » An hini a labour dioc’h c’hoant he galoun, en deuz bet he c’hobr, eur gobr hag a zo moged eo ; eur pennad e vezer laouen hag euruz gant-han, ha goude-ze ne choum netra vad war he lerc’h enn ene. Ar Profed Ajee a lavar : « An hini a labour evit eun all-bennag ha ne d-eo ket evit Doue eo, hen-nez a laka kement a c’hounit enn eur zac’h toull, ha pa zigor anezhan goude ne gav enn-han netra e-bed. Evel-se an den, goude c’houezi ha poania gant he èro, ne gav e penn an dalar nemet nèc’h hag enkrez, o veza ne glaske ket gloar Doue hep-ken. O labourat evit gloar Doue a-vad ne c’houfe den kaout enkrez, peger kalet-bennag e ve he boan, ha pa na ve ket zoken evit dont a-benn da ober mad pep tra ; rak pa vez poaniet ha kerzet tenn evit plijout da Zoue, ha pa varfet neuze e-kreiz an hent, ar c’hristen mad en deuz bet ar pez en devoa c’hoant da gaout.

5. — Setu ama penaos ec’h anavezer an den a labour evit Doue hep-ken. Da genta, ne vez morse enn enkrez, petra-bennag ne d-euz mad e-bed evit dont gant-han da-benn ; ar pez ne fell ket da Zoue e ve, ne fell ket d’ezhan ive ; d’an eil, ker laouen eo o welet ar mad a ra ar re all, evel pa ve bet great gant-han he-unan ; d’an trede, ne c’hoanta ket muioc’h kaout eur