Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

evit plijout da Zoue, a zo eul labour a garantez, eul labour eo hag a laka ac’hanomp da dostaat oc’h Doue ha da veza a unan ganthan, eul labour, enn eur ger, hag a ro d’e-omp ar madou a bado da viken.

8. — Lavaret a rear : an hini a zo neat he spered diouz pep sonj all, ha ne glask nemet plijout da Zoue, a zo evel ma ve bet tremenet dre fournès an nev ; dre ar fournès-se a laka an houarn da veza aour, da lavaret eo a laka an traou distera a reomp, evel ma ’z eo all labour, an ehan hag an diverr amzer, hag an ebad a gemeromp, da dalvezout aour ar garantez santel. Setu perak e krede santez Madalen a Bazzi ez a, pa varvont, rag-êeun d’ar baradoz, hep tremen dre dan ar purgator, ar re a labour bepred hag a zo ho spered êeun ha troet d’ar mad evel-se. Merket eo enn eul levr santel zo e voa eur manac’h o chom he-unan enn eul leac’h distro hag a ioa boaz, a-raok ober pep tra, da zevel he zaoulagad war-zu an nev. Unan-bennag a c’houlennaz out-han perak e rea an dra-ze : « Evit klask an tu, eme-z-han, na d-aio taol e-bed a-biou, da lavaret eo, evel eur chaseer a viz êeun a-raok tenna, evit miret na dafe he daol da goll, hag evit gellout tizout an Aotrou-Doue ha plijout d’ezhan hep tro. » Evel-d-han a dle ober pep kristen, araok staga gant he labour, e-pad he labour hag a-barz distaga diout-han, o sevel he spered peb enn amzer war-zu Doue, hag o kas d’ezhan kement tra a ra.

9, — Ar re a labour, ha ne evesaont nemet