Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

ar bèc’herien vrasa da zistrei oc’h Doue. Ar spered-ze a vadèlez a ioa ive spered sant Visant a Baol ; evel-hen eo e kelenne ha visionerien : « Neb a zo mad e-kever ar re all, neb a zo karantezuz hag izel he galoun, a zo kre ha nerzuz evit gounit kaloun an dud, hag evit lakaat anezho da ober an traou diesa zo. » Eur weach ar zant-man a lakeaz eur pec’her braz etre daouarn unan euz he visionerien, evit gouzout hag he-man a c’hellje he lakaat da zistrei oc’h Doue. Ar bèleg, o welet ne voa ket evit dont a-benn euz ar pec’her, a lavaraz neuze d'ar zant gwelet he-unan petra c’hellje da ober, ha sant Visant ne voe ket pell evit he zistrei war an hent mad. An den-ze a anzavaz goude-ze oc’h ar zant e voa bet gounezet he galoun gant he vadèlez ha gant he garantez. Dre-ze, sant Visant ne voa ket evit gouzanv e vijet striz oc’h ar bec’herien; ha lavaret a rea e kar an droug-spered gwelet ez eo garo ar veleien, o veza ma kas drez-ho kalz a eneou da goll.

8. — Red eo e ve an den mad ha karantezuz e-kever an holl e peb amzer hag e peb leac’h. Sant Bernard a zesk d’e-omp ez euz tud hag a zo habask ha karantezuz, epad ma ’z a an traou dioc’h ma fell d’ezho. Rak-tal a-vad ma teu eun dra-bennag da zevel enn ho enep, ha da ober an distera poan d’ezho, dioc’h-tu ez a droug enn-ho, hag e strinkont moged gwaz eget kefiou tan beo dindan al ludu. An hini a fell d’ezhan beza santel, a zo dleet e ve he vuez evel eul lilien e-touez an drez hag ar spern ; petra-bennag ma vez toullet al lilien gant an