Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

lakaaz anezhan da azeza oc’h he daol, gwalc’hi he dreid a reaz d’ezhan hag er mare ma werze Juzas he vestr, Jezus a lavaraz : « Juzas, ha gant eur pok eo e werzit-hu ac’hanoun ? » Per a nac’h Jezus, ha Jezus hep lavaret ger a ia er meaz euz a di ar beleg braz,enn eur zellet a druez out-han. Per neuze a zistroaz dioc’h-tu enn-han he-unan, hag a anavezaz e voa ker braz he bec’hed, ma ouelaz goude hed he vuez war ar boan en devoa great d’he Vestr santel.

6. — An den en deuz muioc’h da c’hounit dre veza habask ha mad, eget dre veza droug. « Ne d-euz netra ker c’houèro hag eur graonen, eme zant Fransèz a Zal ; hogen lakiit-hi da zec’ha ha da graza hag e vezo c’houek ha mad. » Evel-se a c’hoarvez gant an den a zo bet kastizet mad ; rak pegen diez-bennag eo bet d’ezhan beza kelennet stard da genta, ar gentel a den a-bred goude da veza mad ha talvoudek evit-han, gant ma vezo bet kelennet gant madèlez ha gant karantez. Sant Visant a Baol a zesk d’e-omp n’en deuz gourdrouzet nemet teir gweach hed he vuez ha be-weach, a lavar, en deuz bet keuz, o veza ma ’z eo bet eat he c’hourdrouzou da goll hep vad e-bed, petra-bennag m’en devoa abek da damall, a gave d’ezhan ; hogen, be-weach m’en devoa kelennet gant madèlez, e voa bet selaouet mad he gelennou.

7. — Sant Fransèz a Zal a ioa ker mad m’en deveze hep poan e-bed digant ar re all kement tra a felle d’ezhan da gaout, ha c’hoarvezet eo bet gant-han lakaat, dre he vadèlez,