Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

drein, atao ez eo gwenn hag e strink c’houez vad. An hini a gar Doue a zo atao ar peoc’h enn he ene hag a zo a wel war he dal pe ez eo euruz pe ne d-eo ket.

9. — Er poaniou eo ec’h anavezer an dud. Sant Fransèz a Zal a gare-meurbed breuriez ar Vizitasion : poaniet ha labouret stard en devoa evit-hi ha doan en devoe aliez diwar he fenn o welet e veze tregaset gant an dud ; evelato, ar zant-man a voe atao e peoc’h, o veza ma lakea pep tra etre daouarn Doue, a ioa ar mestr da lakaat ar vreuriez-se da badout pe da goueza. Enn amzer-ze eo e lavaraz : « Abaoe eun nebeud zo, kement tra a zao em enep hag a stourm ouz-in a ra d’in kaout eur peoc’h ar vrasa ; diskouez d’in a reont e vezo abarz nemeur va ene a-unan gant Doue ; ne c’hoantaan netra e-bed muioc’h. »

10. — Pa vez red d’e-omp komz ouz unan-bennag hag a zo kroz gant-han enn hon enep, komzomp atao gant madèlez ; eur gomz vad a zo a-walc’h evit mouga an droug. Mar d-euz droug enn-omp eun draik, ez eo gwelloc’h d’e-omp tevel, o veza ne lavarfemp netra vad e-bed ; rak pa vezimp deuet war hon tu, e welimp er-vad n’hor boa ket abek da lavaret ar pez hor boa c’hoant.

11. — Mar hor beuz great eun dra fall-bennag ez eo red ive e vemp mad enn hor c’hever hon-unan. Neb a ia droug enn-han out-han he-unan goude pèc’hi, a zo c’houezet he galoun gant an ourgouill, dre ne fell ket d’ezhan e ve kredet ez eo dinerz ha sempl evel